Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/323

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
316
7 Maë.
Sant Stanislas.


Ar seizvet devez a viz Maë.


SANT STANISLAS, ESCOP HA MERZER.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Rouantelez Poloign, goude beza tremenet e yaouanctis en ur burete vras, hac en em rentet habil meurbet, a oue græt Chaloni eus ar Guær a Gracovii, hac a vilitas Goudese, dre e vuez santel hac exemplus, beza choaset evit Escop eus ar memes Quær.

En em acquita a reas eus an oll deveriou eus e garg gapt ur, fervpr pehini a ree ar sujet eus a admiration an oll, bras ha bian. E zêl ardant evit Conversion ar brassa pec’herien, a reas dezâ mont da gaout ar Roue, Boleslas, pehini a gundue ur vuez disordren : represanti a reas, dezâ an danger e pehini e lequee e silvidiguez, hac ar goal exempl a roe da dud e Balæs ha d’e oll bobl ; e bidi a reas da galmi coler an Autrou Doue dre ur Gonversion prount ha sincer. Ar Roue a seblantas beza touichet, mæs n’en em gonvertissas quet, continui a reas e goal vuez, hac e clasquas an ocasion d’en em vengi eus ar Sant. Ober a reas da dud miserabl e accus da veza quemeret injustamant ar parc pehini en devoa staguet ous an Ilis ; galvet a oue ê presanç ar Roue, hac ar Sant ne vancas quet d’en em bresanti evit eo em justifia ; mæs, evel ma voa lamet digantâ ar voyen da brouvi ar beamant en devoa graet eus an douar-se, dre ma voa bet distroet Titrou pe Goaranchou an Ilis, ha ma oa maro an hini digant pehini en devoa e brenet, an Escop leun eus a ur fizianç santel e Doue, a lavaras dirag an oll, e raze dont arraug un test pehini a vigent obliget da gridi, ha penaus e vige ar perc’hen memes, pehini en doa guerzet dezâ an douar, petra bennâc ma oa maro tri bloaz a voa. Ar Sant a dremenas tri devez en Oræsoun