Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/325

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318
8 Maë.
Sant Per arc’hescop.


An eizvet devez a viz Maë.


SANT PER, ARC’HERSCOP


————


Ar Sant-mâ a oa guinidic eus an Daufine. E dad, pehini a voa un den divar ar mæs, n’en devoa quen sonch nemet d’e zerc’hel da labourat gantâ. Mæs ar c’hrouadur yaouanc, pehini en em sante galvet da ur stad-all, a bedas e dad da ober dezàn studia, hac a reas quement ma oue laqueet er studi. Evel m’en devoa ur speret lem, c’hoant bras da zisqui, ha ma pellee bepret dious ar c’hoariou, e teuas souden habil bras. Neuse en em rentas Religius en Urs Sant Bernard ; hac e cunduas er stad-ze ur vuez quen humbl, quen mortifiet ha quer parfet, ma oue graet Abat eus ar gouent Damiet e Savoa.

O veza Abad e exerce ur charite vras en andret ar beaurien hac an oll dreminidi : o boeta hac o logea oll a ree. An Abaty a Damiet ne oa quet hebquen ul logeiz evit an estranjourien, mæs beza e voa c’hoas evit-o ur scol a silvidiguez, dre an instructionou mad a ree dezo an Abad, ha dre an exemplou bras a vertuz a velent en oll Religiuset.

An Abad-mâ, quen santel ha quen charitabl, a oue choaset evit Arc’hescop ens a Darentez. An Escopti-ze e devoa ezom eus ur Pastor vigilant, pehini a lacazze un urz vad enni : e ober a reas, ha guelet e oue e ber amser ur fervor vras, quen etouez an dud a Ilis, quen etouez ar bobl.

En em bligeout a ree ispicial oc’h instrui an dud divar ar mæs hac oc’h ober ar C’hatechis d’ar vugale. E vadou a oa muy d’ar beaurien eguet dezàn. Guelet e vige oc’h en em briva e-unan eus ar pez a vize servichet dezâ ous taul, evit e rei d’ar c’henta paour en em bresante, ha guelet e voe, goude beza roet quement en devoa, o tivisca e zillat e creiz ar goàn, evit guisca ar beaurien. Beza ez oa ouspen--