Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/327

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320
9 Maë.
Sant Gregor Nazianz.

em zistinguet eno o daou, quên dre o sperejou bras, quên dre o devotion exemplus, en em denzont en ul lec’h distro, e pelec’h e tremenent o amzer en Oræsoun, er studi eus ar Scritur Santel, hac er pratiq eus ar binigen.

Sant Gregor, o veza bet contraign dre ur ræsoun a garantez, da zistrei da Nazianz, a recevas eno an Urzou sacr. Neuse en em roas d’ar Bredication, hac e prezegue gant quement a onction ha gant quement a frouez ma voa consideret evel un Abostol.

Neubeut amser goude-se e oue sacret Escop a choaset evit Escopti Sasiim ; mæs Escop Nazianz, pehini dre e oad bras ne alle muy exerci e garg, er goulennas hac en obtenas evit e sicour. Ebars ar garg-ze en em gomportas gant quement a furnez ma vilidas beza choaset evit Escop ha Patriach a Gonstantinopl. Beza en devoe cals da souffr abers an heretiquet ; mæs dre e batiantet ha dre e zêl ardant e teuas a-benn d’o c’honvertissa da Zoue.

Pa en em velas infirm e reas, goude beza lequeet urz e pep-tra ; an diles eus ar garg enorab-se, evit distrei da Nazianz. En em retira a eureu en un ty var ar mæs, e pelec’h, o veva evel ur religius, en em roas d’ar gontemplation, hac e scrivas al levriou devot meurbet, a bere en deus pinvidiqueet an Ilis.

Mont a eureu da receo en Eê ar recompans eus e labourou hac eus e euvrou mad, var-dro ar bloaz 380.

Maximou spirituel Sant Gregor.

1. Quellies gueich ma tennomp hon alan e tleffemp songeal e Doue, pa zeu da gonservi deomp hor buez e pep moument, na d’hon c’harga eus e zonæsonou.

2. Ec’his ma ze unisset ar c’horf gant an ene, ha ma ze unisset ar branq gant trogenn ar vezen, e tleomp beza unisset evelse gant Doue. Ar brang separet dious ar vezen, a zeu da voènvi ha da vervel ; ar c’horf separet dious an ene a zeu da vreina ha ne d’ê muy nemet corruption : an den separet dious Doue, dre ar pec’het, e pe stad deplorabl ne ma-èn quet eta, sioas ?