Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/328

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Maë.
321
Sant Gregor Nazianz.

3. Ret eo en em soumeti, sugea da Zoue ha d’an dud : da Zoue evit pep seurt ræson, ha d’an dud evit conservi ar peoc’h ac antreteni ar garantez.

4. Un dra meulabl ha profitabl ê derc’hel e deaud, pa en em santer poulset da barlant dre goler.

5. Ur voyen excellant evit regli ervad e deaud, eo en em voasa da viret aviziou ar silanç.

6. Parlantit pa guefot ne ve quet guell deoc’h tevel ; mæs ive tivit, mar d’ê guell ar silanç eguet ar pez a fell deoc’h da lavaret.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ a recommande alies ar silanç, hac en em gondaonas e-unan da chom daou-uguent deiz hep parlant, dre’n abec ma songe dezan en devoa parlantet re un devez. Ha c’hui, da bet devez e tleit-u en em gondaoni evit beza parlantet re a-enep Doue hac a-enep ho nessa, dre ho leoudoue, dre ho mallozou, dre ar vedisanç, pe dre gomsou dishonest ha lubric ?

Eil Reflexion. Oc’h en em gavout infirm ha clàn var fin e vuez, e tremene un amser vras en Oræsoun, hac e compose Levriou devot ha santel. Ha c’hui, ur c’hlènvet dister a ra deoc’h negligea hoc’h exerciçou a zevotion, evel pa ne ve quet an amser da veza fideloc’h da Zoue, pa zeu d’o pisita ha d’hoc’h eprouvi dre ar c’hlènvet.



An decvet devez a viz Maë.


SANT ANTONIN, ESCOP.


————


Sant Antonin eus ar Guær a Floranç, goude beza excellet er studi, en em rentas Religius eus a Urz Sant Dominiq. Evel ma ioa humbl, obeissant ha mortifiet meurbet, e teuas souden da veza un exempl a berfection d’e oll vreudeur. James ne vize guelet dila-