Clemant, Successor da Sant Per, e respontas dezi : a songet mad hoc’h eus-hu, va merc’h er gombat rust ho pezo da souten ? Mar reüsit dimizi da Aurelien, ne vanco quet d’hoc’h accusi evel cristenes dirag an Ampalaer Payen, hac e viot exposet da veza Merzeriet. Hermes eo, emezi, ar c’haëra chanç a ouffe erruout guenê : neubeut e countàn var ma nerz propr, mæs esperout a ran pep-tra eus ar c’hraç oll-galloudec a Zoue. Ar Pap, o velet he gouraich hac he disposition santel, a roas dezi Voal ar Guerc’heset.
Ar pez en devoa lavaret dezi Sant Clemant, a erruas souden. Aurelien, o veza deut da aznaout e devoa Domitilla cenchet santimant en e andret, ne vancas quet d’e accusi evel Christenes. Accus a reas ive Neree hac Achillee, dre ma santet erfat e oa int-ii o deyoa alyet ar Brinces da guemense. Græt a voe da guenta o froces d’an daou vreur. Ar barner o veza ordrenet dezo adori an Doueou, e respontsont a grenn na goumezent birviquen evit tra ebet un hevelep impiete. An Tirant o c’hondaonas var an heur da veza lequeet var ar chevalet, ha goudese da veza dibennet. O Merzerinti a erruas trivec’h vloaz ha pevar-uguent goude Donediguez hor Salver.
An tourmant o devoa anduret an daou Verser santel, elec’h diminui couraich ar Brinces Domitilla, ne reas nemet e grisqui. Aurelien a reas e oll effort evit e gounit ; mæs oc’h e guelet bepret constant ha fermoc’h eguet biscoas er Feiz hac en he resolution da viret he virginite, e reas lacaat an tân en ty e pehini emedo.
Eus a greiz ar flam e pignas he Ene pur en Eê, evit receo an diou Gurunen pere a vilidas dre he Virginite ha dre he Merzerinti.
Domitilla, en ur ober reflexion var ar pez a lavaras dezi Neree hac Achillee var ar fragilite eus a bligeadurezou ha granderiou ar bed, a renoncas da guemense-oll, hac a guemeras ar resolution d’en em gonsacri da Zoue. Ma consideremp evel-di gant ul