Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/335

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328
12 Maë.
ha Santes Domitilla.

lagat fur ha cristen madou ar bed-mâ, pebes disprigeanç n’hor be-ni quet evit-o ! Aznaout a raemp penaus enoriou ar bed ne dint nemet ambaras ; guelet a raemp ar boan a so gant ar madou, pebes labour a so evit o dastum, pebes sourci, pebes nec’h evit o c’honservi ; guelet a raemp peguer væn eo plijaduresou ar bed, ha penaus e teu ordinal var o lerc’h ar c’heuz ac an displijadur ; anaout a raemp penaus ar re a ra chànçou mad, dimiziou caër, ervez a songer, ne dint quet eürussoc’h evit a re-all Allas ! pet so eus ar remâ pere a seblant beva en o flijadur hac e prosperite, ac a zeu cousgoude bemdez da hirvoudi e secret, da scuilla daëlou c’huero ha da zeplori o maler. Ne deus a vir eürusdet, er bed-mâ memes, nemet evit ar re a laca dreist pep-tra o speret hac o c’halon er madou eternel, nemet evit ar re a brefer servich Doue da servich ar bed. Ne deus nemet evit-o ur joa bur, douç ha padus.



An trizecvet devez a viz Maë.


SANT YAN SILANCIER.


————


Ar Sant-mâ, hanvet Silancier abalamour d’ar silanç bras en deus miret epad daou-uguent vloaz, a oa guinidic eus an Armenii. Goude maro e dad hac e vam, oc’h en em velet mæstr eus ur succession vras e reas sevel e Nicopôl un Ilis caër en enor d’an Itron Varia. Goudese en em ranfermas en e dy gant dec persorinaich devot, pere, goude beza quiteet pep-tra eveldàn, ne felle dezo songeal ive nemet en o silvidiguez.

Ur gommançamant quer parfet a rentas facil d’an Den santel-mâ ar pratiq eus an oll vertuziou. An humilite a voe e brassa vertuz ; ha dre e abstinanç hac e vortificationou e conservas bepret ur burete vras a gorf hac a speret. E fervor a oa un exempl caër