Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/336

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Maë.
320
Sant Yan Silancier.

d’he zec Compaignon, hac ur c’hentel pehini o excite oll da avanç muy-oc’h-muy bemdez en hent eus ar berfection.

Mæs ne jouissas quet pell eus an douçder a gave en e Solitud. An Escop a Goloni o veza deut da vervel, e oue choaset en e blaç, en despet da guement a reas evit en em exanti. An dinite nevez-ze na na reas nemet ajouti d’e binigennou ordinal al labourou apostoliq hac ar sourci pastoral.

An Escop santel-mâ a c’houarne e peoc’h e bobl, pa zeuas ar Gouarner eus an Armenii d’er c’hontrolia ha d’en em opposi da guement mad a falle dezàn ober. Ar Sant a represantas dezâ an drouc a ree e quemense d’e bobl ; mæs, o velet penaus ar Gouarner-ze elec’h guellaat, a ree goaz-oc’h-goaz, e reas an diles eus e Escopti ; hac en em retiras secretamant en un deserz er Palestin, e pelec’h e tremenas daou-uguent vloas en ur silanç continuel, en Oræsoun, er gontemptation hac ar pratiq eus ar binigen.

Erfin, oaget a bevar bloas ha cant, heb beza collet netra eus a nerz e speret, e rentas e Ene da Zoue, er bloaz 558.

REFLEXION.

Ar silanç a so an Æl gardien eus ar guir devotion. Er silanç co e clever mouez an Autrou Doue. An nep a laca evez ous e deaud, en em breserv eus a veur a zanger, eme ar Speret-Santel dre c’henou ar fur Salomon.

Ar re ne ouzont quet tevel a gouez e meur a faut. Æssoc’h ê chom hep lavaret netra eguet en em viret oc’h pcc’het en ur barlant cals. Diæz ve da ur parlanter bras miret ne achappe digantâ, etouez quement a gueriou, ur goms fall bennâc, pe ur goms dishonest, pe ur goal-deaudat, pe ul le-douet bennâc.


————