Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/339

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
332
14 Maë.
Sant Pacoom.

nemet ac’hanoc’h ober ar Miracl-se, pehini a vezo cals profitaploc’h deoc’h, eguet ressuscita ar re varo.

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ en em estime e-unan ar miserala eus an eiz mil Religius a oa didan e garg. Goude un hevelep exempl, peseurt santimant oc’h-eus-hu ac’hano’h-oc’h-unan ? Ha ne d’ouc’h-u quet an effet miseraploc’h evit an oll, mar songit e ve nicun mechantoc’h pe goazzoc’h evidoc’h ?



Ar pemzecvet devez a viz Maë.


SANT ISIDOR, PATRON AL LABOURERIEN.


————


Sant Isidor, labourer douar dre e gondition, mæs pehini evit e Santelez a so bet choaset evit Patron eus ar Guær a Vadrid, ac a so enoret evel Protector eus a Rouantelez Spaign, en devoa evit tad ha mam tud paour, mæs tud a zougeanç Doue, pere evel ma o devoa un devotion particulier evit Sant Isidor Arc’hescop, a zesiras e tougze o mab e hano. E instrui a resont abret gant ur sourci bras eus a Lesen Doue, ha profita a reas eus an instructionou a voe graet dezàn : ur garantez ardant en devoa evit Doue ; un obeissanç hac ur respet bras evit e guerent.

O veza bet demezet da ur verc’h fur ha parfet, hanvet Mari, e inspiras souden dezi e santimanchou hac e zevotion. Goude ma o devoa bet ur mab, gant pehini e lessont evit oll heritaich exemplou caër a bep-seurt vertuziou, Isidor a broposas d’e bried da veva assambles evel breur ha c’hoar ; en em angagi a resont o daou da guemense dre veu, ac e viret a resont epad o buez : ar pez a dennas var-nezo ur venediction special eus an Eê.

Evel n’en devoa nemet poan e zivrec’h evit beva, e quemeras ur verouri. Evit beza cresquet e labour, ne ziminuas netra eus an amser a implige pep deiz gant e zevotionou ; sevel a ree mintin-mad, ha bemdez abars mont d’e labour, e yee da visita un Ilis