onction pehini a douiche bepret ar c’halonou. O veza prezeguet un deiz er guær a Avignon a-eneb ar vanite hac an dispignou vean ha foll a reer e guiscamànchou, en devoe ar gonsolation da velet ar brassa itroneset o cass o-unan o bezeïer, o rubanou, o ferlez hac o diamànchou da verza, evit distribui ar pris anezo d’ar beaurien.
Ar Pab en ur admira e mirit extraordinal, er reas Escop eus e Paris, hac er c’hassas e qualite a Ambassador da gaout ar Roue Hongrii, pehini a ïoa e bresel ous ar venitantet. An Escop santel o voe un æl a beoc’h, pehini a lequeas un union vad etrezo. Goude-se e zeas er memes qualite da gaout an Ampalaer a Gonstantinopl, pehini a voa chismatiq ; en em acquita a reas eus e gomission gant quement a brudanç, ha gant quement a zel, m’en devoe ar joa da velet an ampalaer convertisset. Neuse e visitas e escopti, e pehini e reas ur mad infinit.
Ar Roue eus a Chypr o veza antreprenet ur brezel santel evit dilivra an douar santel, ar Pab a hanvas Per-Thomas evit regli un affer quen important. Abars ma partias an arme, ar Sant a reas ur sarmon quen nerzus ha quen touichant, ma teuas ar Roue, an oll officerien hac ar soudardet da gofes ha da sacramanti. Neuse leun a gouraich en em rentsont e pevar devez dirac ar guaer a Alexandrii. Ar Sarrazinet o veza deut gant un arme vras, ar Sant, gant ur Grucifi en e zorn, a inspiras quement a gouraich d’ar gristenien, ma c’hounezzont ar victor var an infidelet ; mæs o veza clevet e tlie ar Sarrazinet distrei gant un arme terruploc’h, ne gredsont quet avanç davantaich, hac en em densont. Quemense a eureu un displigeadur vras d’ar Sant, pehini, oc’h adori ar secrejou incomprenabl eus a Zoue, ha resinet e peb tra d’e volontez santel ; a zistroas da Chipr. En em lacaat a eureu en ur gouent eus e urz, e pehini da benn nebeut amser e clànvas. Goude m’en devoa recevet e oll sacramanchou, e voe presantet deza un dra bennâc evit soulagi e galon ; mæs lavaret a reas, o tisquez e Grucifi : chetu amâ ar frouez