Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/343

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
336
15 Maë.
Sant Isidor.

prosternet dirag e Relegou, o c’houlen e assistanç. O peguer guir eo penaus ar vertu a so dign a respet e peb-lec’h, ha penaus ar Santelez a so noploc’h evit an oll Gurunennou eus ar bed !



Ar c’huezecvet devez a viz Maë.


SANT UBALD, ESCOP.


————


Sant Ubald, guinidic eus ar Guær a Eugubio en Italy, goude beza en em rentet habil bras, ha reüset meur a fortun gaër er bed, a guemeras an Urzou Sacr. E Escop o velet e vuez devot ac exemplus, er greas Priol eus a Ilis Sant Marien.

Ar Servich Divin a oa casi dileset ha græt dre hast en Ilis-se ; ha darn eus ar Chaloniet a neglige en em gaout evit an Ofiç. Un dra quen trist a ree d’ar Sant-ma hirvoudi, dre ma ouye e oa diæz remedia ous un drouc peini a oa tremenet e custum, mæs ne gollas quet couraich : goulen a ree hep-cess digant Doue evit e Vreudeur ar speret eus o Etat, hac e commanças d’o c’helen dre e exempl, oc’h en em acquita e-unan eus e zever. Gounit a reas da guenta tri eus ar Choloniet, pere a zeuas da chom er memes ty gantàn, hac a gundue ur vuez fervant dious e exempl.

O veza clevet coms eus ur gommunaute a Chaloniet Regulier, nevez instituet gant ur servicher bras da Zoue hanvet Pêr Homestis, e carter Raveen, ez eas dy, evit disqui e pe fæçoun e vevent. Goude beza tremenet eno tri miz, e tistroas d’ar guær hac e tigassas gantàn ar Reglamant a oa observer er Gommunaute santel-ze. Heulia a reas a boent-da-boent ar Rleglen-ze gant an tri Chaloni a chome gantâ. Doue a venigas o ferseveranç, nar da benn nebeut amser ar Chaloniet-oll a recevas ar memes Reglen : evelse e teuas ar Chabistr-ze da veza ur Gommunaute a