Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/345

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338
17 Maë.
Sant Pascal Belon.


Ar seitecvet devez a viz Maë.


SANT PASCAL BELON


————


Ar Sant-mâ a oa guinidic eus ar Rouantelez Arragon. E guerent, pere a oa labourerien douar hac a veve var boez o divrec’h, a admire an natur vad hac an inclination gaër a remerquent ennàn evit ar vertuz. C’hoant bras o devoa d’en lacaat er scol, mæs beza ez oant quer paour ma ouent obliget d’e lacât etouez an estren evit divoal al loenet.

Pascal, pehini eus e gostez a oa ive c’hoantec da zisqui, o veza cavet ar voyen da gaout un A B C, ne vanque quet da vont liessa ma alle da gaout ar re a ouïe lenn, gueich unan, gueich un-all, ha d’o fidi en hàn-Doue d’en disqui ; er fæçoun-ze e tesquas souden lenn mad. Goudese ne vize muy guelet en dro d’e loenet nemet gant ul levr devot bennâc en e zorn, pe e Rosera pehini a recite bemdez en enor d’ar Verc’hes Vari, evit pehini en devoa un devotion special ha tener meurbet.

Petra bennâc ma seblante e stad besa propr ha commod evit conservi e innocanç, cousgoude e cave difficulteou ennàn. Ar re gant pere e oa obliget da veva ne oant quet quer reservet na quer modest evel-dàn en o c’homsou nac en o actionou. Quemense a reas dezâ quemeret ar resolution da guitât ar bed, e pehini e cave cals a zangerou evit e silvidiguez. Mont a reas eta da ur Gouent eus a urz Sant Frances, taust d’ar Guær a Montfort, e pelec’h e oue recevet d’an oad a naontec vloas. Miret a ree ar reglen gant ur fervor vras, hac e lequee e oll studi da ober pep-tra, an traou distera memes, gant un intention santel hac er fæçoun ar Parfeta.

Ouspen, ober e labour hac e servich e-unan, en em-gargue c’hoas eus a labour ar breudeur-all quentre