Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/346

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ma remerque o devoa an distera incommodite ; hac e ober a ree gant un ær quer countant ha quer joaüs ma vige ravisset : pep-unan oc’h e velet. Dre-ze ive e Superioret er c’hassas da chom e meur a gouent evit servichout da squêr ha da exempl d’ar religiuset ; hac e bresanç a excitas e pep lec’h an devotion hac ar fervor.

Var fin e vuez e vihe bepret guelet, gant e Rosera en e zorn ; hac e gonversation ordinal a oa var an dinite hac an excellanç eus ar Verc’hes Vari. Erfin, goude ur c’hlènvet a eiz dez, pere a dremenas oll en un oræsoun douç ha fervant, e rentas e Ene d’e Grouer er bloas 1592 d’an oad a zaou vloaz hac hanter-cant. Ar Pap Paul pempet er bloaz 1618, hac ar Pap Alexandre eizvet en disclerias sant er bloas 1690.

REFLEXION.

Pascal Belon, en amser ne voa c’hoas nemet ur c’hrouadur, a lavare bemdez ar Rosera en ur zivoal e loenet. C’hui bugaliou paour, pere a dremen an darn-vuya eus hoc’h amser o tivoal ar chatal evel-dàn, deut ive d’e imita, da viana en ur lavaret ho Chapeled ur veich bemdez. Pebes sourcen a c’hraçou na ve quet evidoc’h epad ho puez an devotion gaër-ze e quêver an Itron Varia !

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ n’en em gontante quet da ober e labour hac e servich e-unan, en em garga a ree c’hoas gant joa eus a labour e vreudeur, quentre ma o guele dindan bec’h pe incommodet un draïc benâc. C’hui servicherien guæz, ma ne illit quet ober traou bras evit Doue nac evit ho nessa, bezit da viana serviabl ha carantezus ; sicourit a galon vad ar servicherien-all gant pere e chommit. Quemense consideret ennâ-e-unan a seblant beza dister ha bian, mæs ar garantez gant pehini er greot en rento bras hac agreabl meurbet da Zoue.


————