Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
342
18 Maë.
Sant Felix a Gantaliç.

oll assamble ; hac an instruction gaër a reas dezo an Tad o distroas eus an assambleou-ze, an nemorant eus an Ened.

Erfin, ar Sant-mâ o veza couezet clàn, a lavaras : couezet ê al loen samm, ha ne savo muy ; hac en effet trivec’h devez goudese e varvas, er bloas 1587, oaget a zaouzec vloas ha tri-uguent.

REFLEXION.

Sant Felix, en ur vont dre ar ruïou eus a Rom, a ree Oræsoun gant un attention hac un devotion admirabl, heb beza distroet gant an trous na gant tra-all ebet. Ha ni peguement a zistractionou n’hon eus-ni quet pa reomp hor pedennou en hon ty, en ilis memes ! N’en em iscusomp quet var digare an tregas eus an tiegues ; na var digare an ambaras eus hon afferiou. An distractionou, an dissipationou eus ar speret a zeu muy eus ar galon, eguet eus an traou a so en dro deomp. Ma clasquemp Doue en hor pedennou gant simplicite, gant ur galon pur hac ardant, ne ve quet quen disonch hor speret ; ma ve hor c’halon oll da Zoue, hor speret a sonche ivez parfet e Doue. Mar deo eta partaget hor c’halon etre Doue hac ar bed, ne d’ê quet souez e ve dibarfet hor speret e creiz hor pedennou memes.



Ar naontecvet devez a viz Maë.


SANT EUZEN, ADVOCAT AR BEAURIEN.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Escopti Treguer, ha mab da un digentil hanvet Helori, Autrou a Guermartin, en deus militet an hano caër eus a advocat ar beaurien, dre e garantez vras ha dre ar sourci en deus bet e pep rancontr da sicour an dud paour en o ezomou spirituel ha temporel.

E guerent, o remerqui an disposition gaër en devoa