Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
4 Guenver.
Sant Per-Thomas.

a vuez pehini am souten, hac e pehini ema va oll fizianç. Gant an dispositionou santel-ze e varvas, er bloaz 1366. Doue a zisclerias e santelez dre cals a viraclou, hac e visaich a voa quer caer, ma varvas, ma lavare an oll o devoa guelet ur Sant pehini en devoa bisaich un Æl.

REFLEXION.

Hiniennou ne gonsideront e buez ar Saent nemet an traou bras o deus graet, an traou dreist-ordinal, evel o burzudou hac o miraclou ; mæs humilite ar Sænt, o finigen, o fervor, o c’harantez a ell servichout da squêr ha da exempl da bep seurt tud ; o vertuziou eo eta a dleomp particulieramant gonsideri. Ne deus nicun ac’hanomp a guement na ell caout e bues peb Sant, exemplou da heulia, ha vertuziou da imita. Piou ac’hanomp-ni, adalec ar biana bete ar brassa, na ell quet imita ar Sant-mâ en e zevotion d’ar verc’hes glorius Vari ?



Ar pempet devez a viz Guenver.


SANT SIMEON STILIT.


————


Buez ar Sant-mâ a so leun a draou quen dreist-ordinal ha quer burzudus, ma tle beza quen consideret casi evel ur miracl, eguet evel un exempl da veza imitet. Falvezet eo bet da Zoue disquez dre eno petra a ell an den pa ve fidel d’e inspirationou santel, ha pa ve soutenet dre e c’hraç, ha disquez a ra deomp er memes amser peguen digouraich oump en e servich.

Simeon, guinidic a Syrii, a dremenas e guenta amser o tivoal an dêvet. D’an oad a drizec vloaz o veza clevet ar c’homsou-mâ eus an aviel : eürus