Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/352

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Maë.
345
Sant Bernardin a Sieen.

sou Doue, hac e vrassa pligeadur oa repeli goudeze d’ar vugale-all ar pez en devoa clevet.

En ur ober e studi, e cundue ur vuez quen humbl, quer modest ha quen devot ma oa caret gant au oll scolærien, ha respetet en hevelep-fæçoun na grede nicun lavaret en e bresanç ur goms fall, na memes coms ebet re libr. Ne vanque devez ebet da vont da visita ur chapel devot d’an Itron Varia, en ur lavaret e yee da velet e væstres vad, ha bep sadorn e yune en he enor.

D’an oad a uguent vloas en em lequeas da servicha ar beaurien clàn. E spaç pevar miz ma padas ar vocen er guær a Sieen, e chomme nos deiz eharz gueleou a re glàn, oc’h o servicha, o c’honsoli, o sicour da vervel ervad, hac o sebelia. Goudese e antreas en Urz Sant Frances. Ar Religius santel-mâ a gare quement an humiliationou ma oa joaüs da veza dispriget, rebutet hac injuriet. O veza bet cacet undeiz da guestal dre guær gant ur Religius-all, bugale divergont, en em lequeas da deul meïn var o lerc’h; ar Sant-mâ o velet en em fache e gompaignun , a lavaras dezàn : va breur, lesomp ar vugale-ze ; hon disqui a reont da c’hounit an eê are ar vertuz a batiantet.

Præseg a reas er c’hæriou principal eus an Italy gant quement a froues ma oue remerquet ur cenchamant admirabl etouez an oll, ha cals a gonversionou burzudus ha miraculus. Ne oa quet guelet abaoue an ebestel ur predicator puissantoc’h e comsou hac en euvrou. Ar re o devoa madou goall-acquisitet o restitue ; an adversourien vrassa en em unane ; ar re avaricius a zigore o zènsoriou evit o distribui gant larguentez d’ar beaurien.

Ar predicator bras-mâ, ouspen m’en devoa en e galon ur garantez ardant evit Jesus-Christ, en devoa ive bepret en e c’henou an hano santel a Jesus ; ha mar boa quer puissant ha quen effedus e bedennou hac e bredicationou, ez oa dre ne c’houlenne netra digant Doue, en e bedennou na digant e auditoret en e Sarmoniou, nemet en hano a Jesus.

O veza bet graet commisser eus an Douar Santel, ha gardien eus a gouent Bethleem, e labouras eno