Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/354

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Maë.
347
Sant Bernardin a Sieen.

e faut. Ha mar hoc’h eus aoalc’h a autorite, reprenit èn, ha represantit dezàn ar grevusdet eus e faut.

Penaus e all ur c’hristen caout en assuranç hac an hardieguez da brononç comsou impudiq ? Disquez a ra dre eno peguer brein, ha peguer corrompet eo e galon. Pellaït bepret dious ar seurt tud-ze, gant aoun na zeuent da ampoesouni ha da gorrompi ho calon.



An unan-var-nuguent a viz Maë.


SANT PER CELESTIN, PAB.


————


Per Celestin a oa guinidic eus an Italy. E dad hac e vam, tud a zougeanç Doue, a veve var boez labour o divrec’h ; beza o devoue daouzec mab, a bere e oa an unnecvet. E vam, oc’h en em antreteni un devez gant e-bugale, a lavaras dezo : ha possubl ve em be legueet quen-alies a c’hrouadur er bed, ha na zeuffe nicun anezo da veza ur servicher bras da Zoue ? Per a respontas : evidòn-me, emeza, ne zesiràn quên nemet servicha mad an Autrou Doue. Ar respont-ze a reas cals a joa d’e vam, pehini, oc’h aznaout a hent-all speret ha furnez he c’hrouadur, en lequeas var ar studi.

Avanç a eureu caër er squianchou hac er memes amser er vertuziou ; ha d’an oad a uguent vloaz en em dennas en deserz, e pelec’h e praticas ar rusta pinigen. Var ar brud eus e santelez e teuas quement a dud d’e bidi d’o receo dindan e zirection ma oue obliget da sevel ur gouent, e pehini e voe guelet souden un noinbr bras a Religiuset o cundui ur vuez celestiel hac angeliq, dindan un director quer santel ha quer parfet. Cetu a-se e pe fæçoun e coumancas Urz an Tadou celestinet.

Ar Sant-mâ n’en devoa quen sonch, na quen ambition nemet da dremen ar rest eus e amser en e zeserz, ha diaznavezet gant an dud ; mæs Doue, pehini a felle dezâ ober anezàn un exempl bras a humilite, a zisposas e fæçoun-all.