Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/355

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
348
21 Maë.
Sant Per Celestin.


Ar pab Nicolas pevare o veza maro, e oue choaset en e blaç, evel ar santela den a oa aznavezet neuse er bed. Pa glevas ar Sant an nevezenti-ze, e fallas dezàn tec’hel da guzet en un deserz-all, mæs contraign e voe d’en em renta. O veza Pab e conservas bepred ar memes santimanchou a humilite, hac e praticas ar memes mortificationou en devoa pratiquet en deserz.

Mæs ec’his e labourou continuel er garg vras-ze na lesent quet gantan quement a amser da rei d’an oræsoun ha d’ar gontemplation evel m’en devize desiret, hac ec’his a hent-all e humilite a ree dezan cridi ez oa indin eus ur garg quer santel, pemp miz hac eiz devez goude e exaltation, da lavaret ê, goude ma oa bet græt Pab, e reas an diles eus e garg, evit distrei d’e solitud. Beva a reas c’hoas goudeze seitec miz, epad pere Doue evit purifia e vertuz, a bermettas ma anduras afflictionou bras.

Erfin, oaget var dro pemzec vloaz ha tri-uguent, e rentas e ene pur da Zoue, er bloaz 1296.

Maximou spirituel Sant Per Celestin.

1. Peoc’h ar galon a dal muy eguet an oll Curunennou eus ar bed.

2. Ar boan a anduromp er bed-mâ ne d’ê netra e comparesoun d’ar madou a so preparet evidomp.

3. An den, o veza bet crouet evit an eê, penaus a all èn en em gountanti eus an douar ?

4. Ne ouffer quet tânva er memes amser ar bligeadurezou eus an eê ha re ar bed.

5. Un devez tremenet er solitud a dal guel evit mil bloaz tremenet e palæsiou ar brincet.

6. Evit en em antreteni calon-ous-calon gant Doue, eo ret en em bligeout er retret hac er silanç ; ha piou-bennâc en em blich e creiz trous ar bed, ne glevo quet mouez an Autrou-Doue.

REFLEXION.

Sant Pêr Celestin a brefer an deserz d’an huela dinite eus an ilis. Ober a ra an dilez eus ar garg enorapla eus ar bed, evit cundui ur vuez humbl ha diaz-