Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/357

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
22 Maë.
Sant Beuvon.

rasinet, o veza en em rentet mistri eus ur c’hastel hanvet Frenet ehars ar mor, diou leau dious ar guær a Frejus, a bille quement a gavent var vor ha var zouar, ha ne lesent var o lerc’h nemet tân ha goad. Tud ar c’harter, en un affliction quer bras, o devoe recours d’an digentil santel-mâ. Aznaout a reent e gouraich hac e santelez, hac e credent ne oa nemet-ân capabl d’o dilivra eus ur gaptivite quen estranch. An affer a oa diæz ha perillus, cousgoude e garantez evit e vreudeur a reas dezàn en em garga eus ar gommission. Goude beza græt veu da vont e Pelerinaich da Rom da visita beziou an Ebestel Sant Pêr ha sant Paul, e assamblas Tuchentil ar c’harter gant un neubeut eus ar bobl, hac e creiz an nos e pignzont oll, ha Beuvon ar c’henta, er c’hastel. Surpren a trec’hi a reont ar Sarasinet en hevelep fæçoun na zeuzont mui da droubli ar c’hanton.

Ar Sant, goude beza bet o accomplissa e veu e Rom, a vevas en e dy ec’his en ur Retret continuel ; an oræsoun bac al lectur spirituel a implige e oll amser, hac e vadou a oa casi oll evit ar beaurien. Querquent ha ma en santas clàn, e recevas e oll sacramanchou gant un devotion fervant ; ha, goude beza ordrenet anterri e gorf er plaç eus ar Vered destinet evit enterri an dud paour, e rentas e ene da Zoue gant ur peoc’h leun a fizianç.

Ar miraclou bras pere a erruas var e vez a reas ma voe savet, en e enor hac en e hano, un ilis caër e pehini oue lequeet e Relegou santel.

REFLEXION.

Ma ne vize bet Beuvon en e amser nemet un Digentil bras hac un Officer vaillant, ne ve quet comset anezàn bremâ : anconec’heet e ve evel un infinite a re-all. Ar vertuz hac ar santelez eo a rent bon ano immortel.

Ar c’haëra calite a ell caout mab den er bed, eo beza vertuzus ha santel. Guelloc’h ha profitaploc’h eo beza ur c’hristen pe ur gristenes vad, eguet ne deo beza Roue pe Rouanes.