Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/358

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Maë.
351
Sant Beuvon.


Evel ma zeo infam ar viç ha din da veza dispriget, e pep stad hac e pep condition, ar santelez a so admirabl e peb-lec’h, ha servichout a ell e peb stad da squêr ha da exempl ; mæs, pa en em gaf e tud a arme hac e tud a galite, e deus c’hoas muy a lustr, hac e ra muy a impression var ar sperejou. Ar bobl quer-couls hac an Noblanç a vez edifiet, ha nicun, na bras na bian, ne gaf mui digare ebet evit iscusi e indevotion.



An trede-var-nuguent a viz Maë.


SANT GUIBERT.


————


Ar Sant-mâ, en amser ma edo en Arme dindan an Ampalaer Othon, en ur gonsideri penaus en devoa labouret muy bete neuse evit pligeout d’e Brinç, eguet n’en devoa labouret evit Doue, a guemeras ar resolution da renonç d’ar bed, hac en em retiras en effet en ur guær en devoa en escopti Namur, gant ur c’hoant bras d’en em rei oll da Zoue ha d’e servicha hebquen ar rest eus e vuez. O consideri c’hoas penaus ; pa zeas da soudard en devoa bet mistri, pere o devoa-èn dresset da embreguer an armou , e reas ivez e sonch da choas Mistri-all evit disqui ar bresel spirituel, hac evit en em instrui, e reas ur retret. Goude m’en devoe lequeet urz vad en e goustianç a recevet an instructionou necesser evit e silvidiguez, e tistroas d’e guær. Ne zaleas quet da zench e dy en ur gouent : neuse e pedas darn eus a religiuset Sant Beneat da zont da chom er gouent nevez en devoa savet, hac e recevas e-unan diganto an habit a religius.

Da benn ur maread-amser ar religiuset-se, o velet e vuez parfet hac exemplus, a fallas dezo e choas evit o superior ; mæs èn a reas quement ma voe roet ar garg-se da ur religius hanvet Erluin.

Sant Guibert en em lequeas neuse da labourat evit