Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/359

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352
23 Maë.
Sant Guibert.

convertissa an Hunnet, pere a oa tud payen ha barbar, hac a ree cals a zrouc hac ur ravaich bras er c’hanlon a Loreen. Gant ar sicour eus ar c’hraç, ha dre voyen e instructionou mad hac e zouçder admirabl, pehini a ravisse ar c’halonnou, e convertissas cals anezo ; hac, eus a vleizi arraget ma oant, o rentas douç evel oanet.

Ar Sant-mâ, goude beza coumbatet evit gloar Doue bete’r fin eus e vuez, a yeas da receo e recoumpans en eê, er bloaz 962.

REFLEXION.

Vanite ha fragilite ar bed so suffisant evit hon lacaat d’e zisprigeout hac evit ober deomp en em drei ous Doue. Grit avizou reflexion var an exemplou trist hoc’h eus guelet ebars er bed, hac e raïnt ar memes impression, var o speret, evel o deus graet var hini Sant Guibert.

Netra eus a guement so er bed ne d’ê capabl da gountanti calon an den. Seul-vuy en deus a vadou hac a bligeadurezou, seul-vuy e c’hoanta caout. Ret eo eta ne ve quet crouet an den evit jouissa eus an traou crouet, pa na ellont quet e renta eürus. An eürussa den eus ar bed a sant penaus e vanq un dra bennâc d’e eürusdet, hac a zesir bepret ur mad bennâc all da zont ; ne guefot den var an douar hac a ouffe lavaret gant guirionez : ur veich em buez oûn bet countant parfetamant, ha va c’halon n’e deus desiret netra davantaich.

Goude ma hor be jouisset eus ar pligeadurezou hac eus an enoriou hor boa clasquet gant quement a bres, en em degoutomp anezo. Quemense na lavarèn quet sclær did, o va ene, penaus e tlês disprigeout madou tromplus ar bed, ha penaus na dlees clasq da eürusdet nemet e Doue hebquen ? Ec’his ar voëziou, ar stariou, ar rivierou a red bepret, quen na zeuont d’en em arreti ha da reposi ebars er mor, evelse ivez va c’halon a so bepred direpos, agitet hac inquiet, quen na zeui da reposi enoc’h, o va Doue, ha d’ho possedi ebars an eê.