da vervel, pehini n’en devoa quet c’hoas coesseet Doue a reas dezàn an amser d’e ober ; ha, goude beza recevet e sacramanchou, e varvas souden etre divrec’h an tad-ze.
Erfin S. Philip Neri, oaget a zaou vloas ha pevar-uguent, a rentas e Ene pur da Zoue er bloaz 1595.
1. An nep en deus ur garantez parfet evit Doue, a guemer ar vuez-mâ e patiantet, hac a zesir ar maro evit gallout jouissa eus ar guêl a Zoue.
2. Un den pehini a ene an Autrou Doue, penaus e all-èn caret tra ebet nemet-ân ; pe da viana, penaus e all-èn caret un dra bennâc-all nemet evit Doue hac e Doue ?
3. Ha ne d’ê quet un dra estranch, goude beza recevet un Doue en e galon dre ar Goumunion santel, mancout goudese da veva hervez al lesen eus e garantez !
4. Doue pehini a so quen din da veza caret, ha pehini en deus quement coumandet deomp e garet, perac n’en deus-en roet deomp nemet ur galou evit e garet, hac c’hoas ur galon quen bian !
Soueset oump gant admiration pa lennomp Buez ar Sant-mâ pebes transport a garantez a sante pa edo ous an Auter ; gant pebes tân divin ez oa anflamet e galon hac e visaich, ha pebes abondanç a zaëlou a scuille epad ar Sacrifiç eus an Oferen. Mæs sioas ! na dlefem-ni quet beza soueset muyoc’h c’hoas o velet gant peguen neubeut a respet e assistomp er Sacrifiç divin-ze, hac gant peguen neubeut a zevotion e tostaomp ous an daul santel ? Ha ne d’ê quet estranch e ve hor c’halon quer yen en amser ma praticomp ar Mysteriou divin, hac en amser memes ma recevomp un Doue quer carantezus ha quel liberal en hon andret.
Pa ne zeu quet un tan bras d’hon toma na da lacâat groës ebet enomp, ur merq eo ez-oum clàn