Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/367

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
560
26 Maë.
Sant Philip Neri.

bras. Peguer clàn n’oude quet eta, va c’halon, ma ne doud quet touchet na tenereet, pa dostees ous an Daul santel, pa receves da Zoue, ha pa en em unisses gantàn !



Ar seizvet var-nuguent a viz Maë.


SANT MAMMERT, ESCOP.


————


Goulennit hac e recefot, a lavar deomp Jesus-Christ en Aviel evit hon exhorti da bidi ; mæs mar fell deomp receo ar graçou a c’houlennomp, e rencomp o goulen er fæçoun m’en deus græt Sant Mammert a beini e alleur lavaret quercouls ac eus ar Profet Moyses : Doue en deus chezlaouet e vouez, ac exaucet e beden.

Ar Sant-mâ a veritas dre ar santelez eus e vuez beza choaset evit Escop eus ar Guær a Vieen en Daufine, ha beza oa leun a garantez ac a druez ous e bobl. An tan o veza croguet e Quær, e savas ur flam quen terribl, ma oa danger bras na vize ar guær-oll rentet e ludu. Ar Pastor santel r creiz un affliction quer bras en devoe recours d’ar beden, hac en ur sevel e vouez e tresec an Eê, e lavaras gant ur fizianç vras : ah! va Doue, ho pezit truez ous ho pobl. N’en devoa quet achuet-mad e beden, ma teuas an tan da vouga, ha dre ar voyen-ze e oue saveteet ar Guær-oll.

An Escop santel o velet en devoa chezlaouet Doue e beden, a falveas deza disquez e anaoudeguez-vad evit ur faveur quer caër : hac evel ar c’hraç en devoa recevet a oa general ha publiq, e fallas dezan e vize rentet ive actionou a c’hraç publiq ha general. Ordren a eure-ta ma vize græt dre Guær tri frocession solennel d’an tri devez arauc gouel an Asçansion, ha ma vize an tri dez-se consacret d’ar beden ha d’ar binigen : ar pez a oue observet. An devotion-ze a oue quen emprouet gant an oll ma teuas an ilis