Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/370

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 Maë.
363
Sant Germen.

bremâ Sant Germen, hac ur gouent caër dindan direction an Escop santel, pehini a gargas ar gouent-ze a religiuset fervant, da bere e roas evit quenta abad, Sant Droctovee e Zisquibl. Cetu eno ar goumancamant eusan Abati quer brudet, Sant Germen-de-Pre.

Erfin, ar Prelat santel-mâ, oaget a bevar-uguent vloaz, goude beza gouarnet e Escopti epad daou vloaz varn-uguent, ha labouret gant ur zêl infatigabl evit conversion ar bec’herien , a rentas e ene da Zoue er bloaz 576.

REFLEXION.

Sant Germen en e yaouanctis a oa ur c’hrouadur mad, cousgoude e vam ne alle quet e souffr. Ar vugale neubeuta caret gant o zad hac o mam, a so alies ar re a vilit muy o c’harantez, ha peurvuya ar re-ze eo a ro dezo gant an amser muy a gountantamant ; elec’h er c’hontrol ar vugale re caret a ro goudese cals a zispligeadur d’o c’herent.

Eil Reflexion. Germen goal-dretet hac abandounet gant ur vam dinatur, ha contraign da guitaat eus an ty a lequeas e fizianç e Doue, hac a zeuas da veza un Escop bras ha santel, Doue ne abandoun morse an enep a laca e fizianç ennân ; Doue a veill bepret var e servicherien fidel.



An navet var-nuguent a viz Maë.


SANT MARC, HERMIT.


————


Ar Sant-mâ guinidic a Syrii n’en devoa quet quent aznevezet peguen leun eo ar bed a zangerou evit an ene ma pellee dious an oll occasionou pirillus ha dious compaignunez ar re e pere e remerque nebeut a zevotion ; n’en em gountantas quet memes a guemense, quemeret a reas c’hoas ar resolution da vont da glasq ul lec’h sur evit conservi e innocanç.

Ar reputation vras eus an hermitet santel a bere