Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/371

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
364
29 Maë.
Sant Marc, Hermit.

ez oa carguet an Egypt, a reas dezàn partial heb dale evit mont en Desert, e pelec’h en em daulas etre divrec’h un Abad santel hanvet Silvan, oc’h e suplia de receo etouez e zisquibien. Silvan, den ancien ha resptabl, pehini en devoa tremenet casi e oll vuez en deserz, hac en devoa cals a experianç, a c’houlennas digantâ pe intantion en devoa en ur zont en deserz. Marc a respontas penaus e teue da glasq ul lec’h e pehini e vize en asuranç a-enep adversourien ar silvidiguez, ha da glasq ur Mæstr a zisquezze dezàn guir hent an Eê. Ret eo, eme Silvan, ober amâ ar sacrifiç eus ho polonte propr, evit na reot muy nemet bolonte Doue, peini a vezo bepret merquet deoc’h dre hini ho Superioret. E ober a ràn, va Zad, emezàn, ar sacrifiç-se a greiz va c’halon, hac eus a vremâ e prometàn n’en bezo muy quen bolonte nemet hoc’h hini.

An Abad o velet e zisposition vad, ne zaleas quet da rei dezàn an Habit. Ne oue quet quent recevet etouez ar Religiuset, ma teuas da veza ar sujet eus o admiration. E fidelite d’en em acquita eus e oll deveriou ac e ferveur en oll exerciçou a servichas souden da squêr d’ar re fervanta. Quement e castye e gorf, ma seblante penaus ar rusta mortificationou a ree e vrassa pligeadurez. D’ar c’henta taul eus a c’hloc’h evit un exerciç bennâc, e quitee pep tra evit en em renta prount : mar en devize memes coumancet scriva ul liser e lese heb e aichui.

Ouspense e galon a oa antieramant distag dious quement so er bed. E vam o veza deut un devez gant un draïn vras d’ar Gouent evit caout ar gonsolation d’e velet, an Tad Abad a lavaras dezâ mont d’e saludi. Obeissa a reas ; hac evel ma edo occupet er mare-ze er gueguin, ez-eas d’an or gant e davancher, hac en ur iselaat e zaoulagat, e lavaras ar c’homsou-mâ hebquen : Pidi a ran an Autrou Doue d’o carg a eus e venedictionou ; ha quer buan he tistroas d’e labour. Evel ne voe bet anaveet na gant e vam, na gant nicun eus e c’hompaignunez, e voe pedet an abad adarre eus a bers e vam da bermeti ma teuze