Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/372

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Maë.
365
Sant Marc, Hermit.

he map d’he guelet. An Abad pehini ne vouïe qujet ar pez a oa digoueet, a ordrenas dezàn mont. Ar Sant, veza ispliquet dezâ ar pez en devoa græt, er pedas d’en exanti da vont en eil gueich. An Abad a admiras vertu e Zisquibl, ac a reas lavaret d’e vam penaus an hini e devoa guelet en or oa he map, ha penaus e fede d’en em gontanti a guemense, mar boa moyen. E vam e devoe queuz dre n’e devoa quet gallet en em antreteni un nebeut gantàn ; mæs ar re-all pere a oa en e c’hompaignunez, a oue edifiet meurbet, a ne elzont quet meuli avoalc’h santelez ar soliter yaouanc.

Erfin ar Sant-mâ goude beza roet d’e Vreudeur exemplou bras eus ar vertuziou caëra, a varvas yaouanc, var-dro ar bloaz 380.

REFLEXION.

Peguen agreabl ê da Zoue ar vertuz hac an obeissanc. Peguen avantajus ef-y d’an den ! Beza ez-e ur sourcen abondant a c’hrâcou. Ar guir obeissant a so bepret e peoc’h, bepret contant, ha bepret victorius. An nep ne zesir ha ne ra nemet ar pez a-fell da Zoue a so parfet. Cetu a-se ar pez en devoa comprenet mad ar soliter santel-mâ, hac ar pez en deus-èn rentet Sant.

An nep en em denn dious an obeissanç, en em denn dious ar c’hraç ; e lec’h ma vanq an oboissanç, en em gaf an disurz. Hac oboissa a reomp-ni eta da guenta da Zoue oc’h en em soumeti d’an urz eus e brovidanç varnomp, hac en ur accomplissa e volontez merquet deomp dre e c’hourc’hemennou ha dre e inspirationou ? Hac oboissa a reom-ni d’an Ilis ha d’ar re da bere en deus roet Doue autorite da gommandi deomp ? Oboissa a reom-ni d’hor Superioret en ur observi fidelamant ar Reglennou o deus græt evit hor gouarn ervad ? Oboissa a reom-ni d’or c’hoessor, oc’h heulia fidelamant an avisou mad a ro deomp evit trec’hi ar goall inclinationou, ac evit assuri hor silvidiguez ? Hac oboissa a reom-ni d’hor Superioret temporel, d’ar Roue ha d’ar re a labour dre e urz ? Miret a