Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/373

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
366
29 Maë.
Sant Marc, Hermit.

reomp-ni o lesennou ? En em soumeti a reomp-ni d’o ordrenançou ?

Consideromp Doue e personaich hor Superioret ; oboissomp dezo evel da Zoue memes ; eus anezo eo en deus lavaret an Autrou-Doue : Piou bennâc ho chezlaou am chezlaou-me ; piou bennâc ho tispris am tispris me.



An tregontvet devez a viz Maë.


SANT ISAAC, HERMIT.


————


Ar Sant-mâ guinidic a vro sav-heaul, ne voa quet quent deut an oad da Frecanti ar bed, ma teuas da aznaout ar vanite ac ar fragilite anezàn. Ar brud eus an Hermitet pere a gundue ur vuez quen edifiant en Egypt, a inspiras dezâ ar c’hoant d’o guelet, ac an desir d’o imita.

Goude m’en devoa admiret an dud extra-ordinal-ze, ar burzudou-ze a binigen, e pedas unan anezo d’e guemeret evit e zisquib. An Tad oc’h he velet quer yaouanc, a c’houlennas diganta petra ree dezàn dont en deserz, pe intantion en devoa ; ar ræson am digaç-me amâ, a respontas Isaac, eo ar memes pehini en deus o tigacet-hu, va zad : tec’het ha rân dious ar bed pehini so leun a zangerou evit ar silvidiguez ; hac e teuàn en deserz evit conservi an innocanç : guir eo ez oùn yaouanc, mæs dre-ze memes e pellaàn dious ar bed e pelec’h en em goll ar yaouanctis dre ar goal exempl. An Tad en recevas neuse, oc’h esperout e teuzze e Zisquibl da veza souden e væstr er vuez spirituel. Isaac ha brofitas quement en effet en ur scol quer mad, ma teuas dindan tri miz da veza par d’ar re santela eus an deserz ; tremen a ree gant e dad spirituel an darn-vuya eus an deiz ac eus an nos o vedita var guirioneou bras eus hon Religion ; ac e roe an nemorant amser eus an deiz d’al labour eb interrompi e oræson ; rac en ur labourat e ree da