Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/375

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368
30 Maë.
Sant Isaac, Hermit.


REFLEXION.

An Hermit santel-mâ a avertissas an Ampalaer eus ar maler a behini ez-oa gourdrouset ma na zeuze da repari an drouc en devoa græt, ha d’en em gonvertissa. Ar Prinç-se a reas goap eus an avis mad a roe dezàn ar Sant, ac en em gollas. Pebes regret, pebes queuz n’en devezo quet eternelamant ar Prinç maleürus-mâ da veza dispriget ar c’hraç diveza-ze a roe Doue, dezàn ! Peguement a dud a so en ifern, sioas dezo ! Evit beza dispriget un avis mad roet dezo gant un tad pe ur vam, gant ur mestr, gant o c’hoessour pe gant o fastor ?



An unan-ha-tregont a viz Maë.


SANT LIBERAT, MERZER.


————


Liberat, Medecin habil a Gartage, den vertuzus hac a exempl vad meurbet, a oa consideret evel tad ar beaurien en amser eus ar bersecution a reas d’an Ilis Huneric, roue ar Vandalet, pehini a ioa un heritic aheurtet, ac un tirant quer cruel ma reas mervel dre ar c’hruela tourmanchou ouspen pevar c’hant mil merzer.

An tirant-se o veza ordrenet lemel o bugale digant ar gristenien catholiq, evit o elevi etouez an heritiquet, Liberat en devoe ar glac’har da velet tenna digantàn daou vab en devoa. E bried pehini a ioa ur vreg a vertuz hac a gouraich, oc’h er guelet trist, a lavaras dezâ : penaus eta, Liberat, a c’hui falfe deoc’h coll hoc’h ene dre ar garantez oc’h eus evit ho pugale ? Na songit muy enno quen neubeut evel pa ne vent bet biscoas er bed : Jesus-Christ, dre’n abec da behini o lamer digueneomp, en devezo sourçi anezo. Liberat, o velet couraich e bried, en em rassuras : chom a eure e peoc’h var boes e vugale, ha ne songeas muy nemet d’en em brepari da vervel evit ar Feiz.