Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/381

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374
2 viz Even.
Sant Erasm.

deus græt Doue dre e intercession o deus-èn brudet dre an oll Carteriou eus ar Bed. Ar Vartolodet ispicial hac ar Merdaïdi a zeu d’e invoqui a-enep an tourmant, hac an dangerou-all eus ar mor.

REFLEXION.

Ar Sænt a zeu da santout ur joa sansibl, ur bligeadur delicius er prisoniou, hac e creiz an tourmanchou ; jouissa a reont eus ur peoc’h interior, hac eus a ur gonsolation vras etouez an outraichou hac an humiliationou, elec’h ma teu tud ar bed da zouguen e goelet o c’halon an troubl, ar chagrin hac ar c’huervger betec o Palesiou caër, en assambleou pompus, hac en divertissamanchou brassa.

Ar bed n’en deus nemet ur joausdet apparant ha tromplus ; hac ar guir beoc’h eus ar galon, ar joa bur, pehini a rent ar galon countant, ne d’eo nemet evit guir servicherien ha servichereset an autrou Doue.

Eil Reflexion. An Hanoïou santel a Jesus hac a Vari pere a brononce ar Merzer glorius-mâ en e dourmartchou, er soulage en hevelep-fæçoun ne sante quet e boan. Pa ve an Hanoïou Sacr-mâ gravet er galon e caver, oc’h o frononç, cals a gonsolation hac a sicour e pep danger hac e pep necessite.



An trede devez a viz Even.


SANTES CLOTILDA, ROUANES A FRANÇ.


————

Ar Santes-mâ, Merc’h da Chilperic Roue eus a Bourgoign, a dremene evit unan eus ar Brinceset parfeta ha santela eus he amser. Clovis, Roue a Franç ; ravisset gant quement a gleve lavaret anesi, a c’hoanteas he c’haout evit Pried, hac a gassas da c’houlen he c’honsantamant. Clotilda a reas da guenta difficulte dre’n abec ne oa quet christen ar Roue, mæs erfin e assantas, dre ma espere e c’hounit da Zoue. Clovis