Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/384

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 viz Even.
377
Sant Simeon, Reclus.


Ar pevare devez a viz Even.


SANT SIMEON, RECLUS EUS A DREVES.


————

Ar Sant-mâ a oa guinidic eus a Syracûz. Ar sourci a guemeras e dad hac e vam d’e instrui a vianic e dougeanç Doue a roas deza ar bligeadur da aznaout abred e natur vad, ha da remercout ennàn un inclination quer bras evit ar vertuz ma oa ur sin eus e santelez da zont.

Ar c’hrouadur yaouanc-ze ne glasque morse divertissamant ebet, ne aznaye quet memes ar c’hoariou ordinal d’ar vugale eus e oad. Goude beza studiet e guentelliou, en em leque da bidi Doue, pe da lenn ul levr devot bennâc. AI lectur-ze ne gontribuas quet neubeut da ober dezàn aznaout an neant eus a bligeadurezou ar bed ; hac e fidelite da heulia ar mouvamant eus ar c’hraç a reas dezâ quemeret ar resolution da guitaat pep-tra evit heulia Jesus-Christ, en ur veva hervez ar reglennou parfeta eus an Aviel.

O veza rancontret pelerinet pere a yee da Jerusalem da visita bez hor Salver, ez eas assambles gant-o. Ar guêl eus ar plaçou santel e pere oa bet accomplisset mysterion hor Redemption, a greseas meurbet e fervor.

En ur zistro a Jerusalem, o veza digouezet e Trêves, e tisclerias d’an Arc’hescop an desir en devoa abaoue pell-amser da veva reclus, da lavaret ê, soliter, en ur placic bennâc separet dious an dud. Ar prelat en lequeas eo ur cellul, da ouzout ê, en ur gampric vian stag ous an ilis, a belec’h dre ur prenest striz e cleve an oferen hac ar c’hân epad an ofiç divin : cetu ar pez en deus roet dezâ an hano a reclus, pehini a sinifi serret pe anfermet.

Adalec ar bloaz eiz cant bete’n amser eus ar Sant-mâ e oa cals a recluset pere a gundue ur vuez san-