Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/387

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
380
5 viz Even.
Sant Pamfiil.


Mont a eureu d’ar guær a Alexandrii da ober e studi. Ur speret quer beo ha quel lem, gant ur galon quer pur ne alle quet mancout da ober ur profit bras. Ec’his ma voa a hent all eus a ur famill distinguet, e voe alyet da guemeret ur garg enorabl, mæs an oll esperanç a alle da gaout ebars er bed ne elzont morse tempti e galon. Re vad e aznaye peguer væn eo an enoriou ha peguer fragil eo madou an douar evit en em roï dezo.

Goude beza roet d’ar beaurien un darn vras eus e vadou, en em rentas Bælec, ha souden e oue consideret evel an exempl eus an dud a ilis ; tremen a ree e vuez en exerciç continuel eus an oll vertuziou ; sourcius ez oa da soulagei an dud paour hac ar re affliget, quen dre e alusennou quen dre ar servich a rente dezo : ha cousgoude, hervez e santimant, e oa ar servicher an inutila a oue biscoas.

An desir en devoa da velet habil an dud a Ilis a reas dezàn isplica an Theologi d’ar c’hloer yaouanc er guær a Cesaree. Etablissa a eureu ivez er memes quær ur bibliotec carguet eus an excellanta levriou eus a dadou an Ilis, evit ma vize facil dezo en em renta habil hac en em lacât e stad da goumbati an heresiou.

Epad ma laboure gant ur zêl quen ardant evit gloar Doue ha gloar an Ilis, e coumanças ur bersecution horrubl a-enep ar gristenien. Ar Gouarner eus ar Palestiin, hanvet Urban, o veza græt arreti ar Sant-mâ, en em servichas a bep seurt moyen evit e gontraign da renonç d’ar feiz : ober a reas dezàn promessaou caër ha gourdrouzou terrubl ; mæs quemense oll o veza inutil, e ordrenas e zourmanti ha dispen e gorf gant ivinou houarn. An urz a voe executet en ur fæçoun pehini a ree euz hac horrol d’an oll. An tirant a reas neuse e gaç d’ar prison en intantion d’e gondauni tri pe bevar dez goudese d’ar memes tourmant ; mæs ar gouarner-ze o veza collet faver ar Roue, Firmilien pehini a voe lequeet en e blaç n’en em hastas quet da ober fin eus an dan santel, hac en lesas daou vloaz er prison, ar brovidanç