Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/388

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 viz Even.
381
Sant Pamfiil.

o permeti evelse, evit consolation meur a verzer pere a exhortas hac a gouraichas da vervel evit ar feiz.

Erfin ar Bælec santel-mâ, pehini en devoa exhortet quen-alies a verzer, o veza bet coudaunet e-unan da veza dibennet, a bresantas e benn gant joa ha gant ur gouraich dreist-ordinal. E verzerinti a erruas er bloaz 309.

REFLEXION.

Pa vezer leun eus a guirionezou hon religion, e reer neubeut a gas eus a vadou ar bed. Ne deus nemet an eneou stag ous an douar a guement en em les da veza triomphet gant-o. Ur galon pur a zisolo hac a remerq æz ha facil peguer væn ha peguen tromplus int. Sant Pamfiil a oa re fur evit clasq e eürusdet e traou quer fragil : ne zesire nemet an eternite eürus, ha ne songe nemet da heulia al lesen hac ar c’husuliou santel eus an Aviel : pell dious clasq ha desirout madou pere n’en devoa quet, e tistribue d’ar beaurien ar re en devoa. Ne laboure nemet d’en em ober Sant en ur rei evit gloar Doue hac evit silvidiguez e neasa, e oll amser hac e vuez. Peguen diffarant eo hor santimanchou-ni dious re ar Sænt !



Ar c’huec’hvet devez a viz Even.


SANT NORBERT, ESCOP.
————

Norbert, mab da un Autrou bras eus an Allemaign, a dremenas darn eus e yaouanctis e Palæs ar Brincet, e pelec’h e heulias ar bed hac e bligeaduresou oc’h en em gaout bepred en oll divertissamanchou.

En amser ne songe c’hoas nemet er bed, en ur vont un devez e beaich, e savas en un taul un arneu bras ha luyat, hac e couezas ar gurun ehars treid e varc’h. Consideri a reas quemense evel un avertissamant eus an Eê, hac e quemeras var ar plaç ar resolution da