Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/389

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
382
6 viz Even.
Sant Norbert.

zench buez. Mont a reas d’ar Retret ; ha, goude beza roet e oll vadou d’ar beaurien, en em rentas Bælec. Quemeret a eureu ur Soutanen gros a dister, hac en ur gundui ur vuez penitant ha morfifiet meurbet, ez eas da brezeg ar Binigen e Languedoc, e Guyeen, en Orleane, e Liege, hac e Brabant, en ur ober e pep-lec’h Conversionou bras ha burzuduz.

Doue, pehini en devoa-èn destinet evit beza ar Fondator eus un Institut nevez, er c’honduas da un Deserz hanvet Premontre eus a Escopti Laon. Eno e instituas un Urz nevez a Chaloniet, hac en devoe ar gonsolation da velet o crisqui bemdez an nombr hac ar fervor eus e Religiuset.

O veza bet laqueet da Escop e Magdebourg, ne zenchas netra en e fæçoun da veva ; chom a reas quen humbl, quer paour ha quer mortifiet evel ma edo diaguent : discleria a eureu ur bresel continuel d’ar viçou, hac a inspiras un devotion vras d’e bobl. Goude beza rentet a hent-all servichou important d’an Ilis e varvas evel ma varv ar re Just, er bloaz 1134 d’an oad a dri bloaz hac hanter-cant.

Represanti a rer bepret ar Sant-mâ gant ar Ciboar sacr en e zorn, evit disquez an devotion bac ar garantez vras en devoa evit Jesus-Christ er Sacramant adorabl eus an Auter.

Maximou spirituel Sant Norbert.

1. E Palæs ar Prinç ne doùn biscoas countant, hac er Gouent n’am eus cavet biscoas displigeadur.

2. Beza ez-oùn bet e palæs ar brincet, bet oùn er solitud hac er gouent, oet oùn er c’hargou hac en diniteou eus an Ilis, ha desquet am eus e peb lec’h penaus ne deus netra guelloc’h netra douçoc’h eguet beza oll da Zoue hac e servicha ervad.

3. E creiz a mortificationou ez euz ur sourcen, un torrant a bligeadurezou hac a zeliçou evit ar re a oar o zànva.

4. An oll madou eus ar bed ne tallont quet ar peoc’h hac ar repos eus a ur goustianç vad.