Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/391

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
7 viz Even.
Sant Clauda.

unani ar re a oa e disantion ha da accordi ar re a oa e proces ; ha dre ar voyen-ze e lequeas ur peoc’h bras en e Escopti : ouspen-ze e oa protector au intànveset hac an orfelinet, ha Tad ar beaurien. Goude beza impliget an oll deiz o pourvei da ezomou spirituel ha corporel e bobl, e tremene un darn vras eus an nos en oræsoun evit obteni evintâ hac evit e oll Escopti ar venedictionou eus an Eê. E creiz e labourou aposloliq e oa quen unisset gant Doue, ha quen anflammet dre ar garantez divin ma en em ancounhac’hee eus an dibri hac alies e vize chomet heb tam ma ne vize bet sourci d’e avertissa ha d’e bressi da guemeret un dra bennâc.

Goude beza bet seiz vloaz Arc’hescop, e reas an diles eus ar garg enorabl-ze, hac en em retiras e Couent Sant Oyen evit labourat d’e sanctification, pell dious trous ar bed. Quentre ma erruas eno, e quemeras an habit a Religius ; hac adalec ar c’henta deiz e viras ar Reglen oll, heb souffr e vize douguet respet ebet dezàn evit e Zinite hac e Garacter Sacr. Biscoas ne oue bet cavet noviç ebet humploc’h na fervantoc’h, ar c’henta ez oa bepret en oll exercicou. Netra ne oa admiraploc’h nac exemplussoc’h eguet guelet un Arc’hescop quer bras o servicha ar Breudeur, hac o renta dezo ar servichou isela hac humilianta.

Da ben tri bloaz, Abad ar Gouent-ze o veza maro, e voe lequeet en e blaç en despet da guement ræsoun a ellas da lavaret.

Ar brud eus e santeles a reas da guement a dud dont d’en em lacaat dindan e zirection ma oue obliget da grisqui ar Gouent.

Oaget erfin var-dro seitec vloas ha pevar-uguent, goude beza gouarnet e Abati epad pemp bloaz hac hanter-cant, gant ur furnez leun a zouçder, ha beza bet ar gonsolation douç da velet ar fervor hac ar santelez o ren etouez e oll Religiuset, Doue a revelas dezâ an deiz eus e varo, pehini a erruas er bloaz 581.

Petra bennâc ma eus ouspenn unec cant vloaz abaoue e maro, e veler c’hoas e Gorf en e bez, heb