Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/392

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 viz Even.
385
Sant Clauda.

corruption, en un Archet caër a drên an Auter vras eus an Ilis pehini a zoug e hano, ha poquet a rêr d’e dreit noas. Mont a ra ive dy cals a dud eus a bell meurbet e pelerinaich da enori ha da invoqui ar Sant.

REFLEXION.

An incorruptibilite miraculus eus a gorf ar Sant bras-mâ a denn cals a dud d’e Vez. P’eur e teui ar Miraclou eus e binigen hac eus e innoçanç da ober impression var hor sperejou ha var hor c’halonou ? P’eur e raïnt-y deomp aznaout hon lachentez hac hor miseriou ? Admira a reomp ar Sænt, o enori a reomp, mæs p’eur e teuimp-ni d’o imita ?



An eizvet devez a viz Even.


SANT MEDARD, ESCOP.
————

Ar Sant-mâ, guinidic a Vermandez, hac eus ur famill distinguet-bras, en devoa a vianic ur garantez quen tener evit ar beaurien ma roe dezo alies e vara. Epad ma edo er studi, e vize bepret cavet en e gambr pe en Ilis ; ha, goude beza en em rentet bælec, e teuas souden da veza an exempl hac an admiration an oll dud a Ilis. O veza, bet carguet da instrui ar bobl ha da brezeg, er greas gant quement a frouez ma oue remerquet ur cenchamant caër er c’hanton, ha dre-ze ivez e voe choaset evit Escop eus ar guær a Vermand. Ar Pastor santel a oa sourcius-bras da visita e bopl : o instrui a ree gant ur zêl infatigabl, hac o gonsoli meurbet en ur rei bac en ur gag ar Sacramanchou da guement hini o goulenne pe a zesire o receo digantâ.

Ar c’harter tro-var-dro o veza bet ruinet gant ar Vandalet, e sicouras cals ar bobl, hac e roas sclær