Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/395

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
388
9 viz Even.
Sant Prim ha Sant Felicien.

oboisset en deus d’an Ampalaër eus an Eê, non pas d’an hini eus an douar. Gouzout a ràn petra en deus anduret, ha gant pebes couraich en deus souffret, hac esperout a ran, gant graç Doue, ne vezin quet neubeutoc’h fidel, na neubeutoc’h couraichus evintâ.

Ar barner a ordrenas neuse ma vize exposet an daou vreur d’al leonet evit beza divoret, mæs al leonet-ze ne resont nemet gourvez ehars treid an daou verzer santel, heb noasout dezo e fæçoun ebet. Ur miracl quer bras a gonvertissas pemp-cant famil eus a Rom. Mæs an tirant a chommas bepret ostinet, hac a reas dibenna an daou vreur santel. O merzerinti a erruas er bloaz 287.

REFLEXION.

Doue en deus consolet a couraichet an daou verzer santel-mâ en ho zourmanchou. En em roomp-oll da Zoue, ha Doue a vezo oll evidomp. Seul vuy ma andurimp a boan, ma vezimp affliget, ma vezimp abandounet gant an dud, seul-vuy e teui Doue d’hon c’harga eus e faveriou. Doue eo ar mignon fidel ha constant, pehini ne abandoun morse ar re er c’har.



An decvet devez a viz Even.


SANTES MAC’HARIT, ROUANES.
————

Ar Santes-mâ guir exempl ha squêr an Introneset hac an oll merc’het Cristen, a oa Merc’h-vian da Edmond, roue a Vro-Saus. Biscoas ne oe remerquet en ur Brinces yaouanc caëroc’h dispositionou evit ar vertuz ; en he yaouanctis n’en em blige nemet oc’h ober oræsoun, hac o lenn levriou a zevotion ; ha mar e devize heuliet he inclination, e vize chomet epad an deiz var he daoulin dirag ar Sacramant adorabl. He zevotion evit an Itron-Varia a voa ive quer