Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/399

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392
11 viz Even.
Sant Barnabas.

e enep, e stleja a resont e mæz a Guær, hac e assuma a dauliou mein, e-tro dec vloaz ha tri-uguent goude Donediguez hor Salver.

En amser an ampalaer Zenon, var-dro ar bloaz 488, e oue cavet en ur c’havarn Corf ar sant-mâ, pehini en devoa var e beultrin levr an Aviel.

REFLEXION.

Ne deus nemet Doue a ell ober-mad meuleudi ar sænt, abalamour ne deus nemet-àn a guement en deus un aznaoudeguez parfet eus o vertuziou hac eus o milit. Cetu amâ ar meuleudi en deus græt Doue a sant Barnabas dre c’homsou sant Lucas Avieler : Beza ez oa un den leun eus ar Speret-Santel. Ne veuler quet sant Barnabas evit e squiant hac e speret bras, nac evit e galiteou caër hac excellant, mæs evit e vertuz, abalamour ne deus nemet ar vertuz heb quen a rent an den din da veza meulet.

Sant Barnabas a oa leun eus ar Speret-Santel, leun eus a speret Doue, pehini a so ur speret a garantez, ur speret a beoc’h, ur speret a gonsolation, ur speret a burete, pehini hor purifi ; ur speret a humilite, pehini a ro deomp santimanchou isel ac’hanomp hon-unan ; ur speret a oboissanç, pehini a ra deomp sugea hac en em soumeti.

Beza ez eus tri seurt speret control da hini Doue : speret ar bed, speret satan, hac hini ar c’hiq ; speret ar bed a inspir vaniteou hac an orgouil ; Speret satan a so colerus ha venjus ; speret ar c’hiq a inspir pligeadurezou direglet. Guelit pehini eus ar sperejou-ze a heuliet, guelit pehini anezo eo ho couarn ; hac hini Doue eo, peautramant hini satan ; pe hini ar bed hac ar c’hiq.

O sperejou milliguet eus a satan, eus ar bed hac eus ar c’hiq ! Ho zelesti a ràn, hac e renonçàn deoc’h evit heulia hivisiquen inspiration ar speret-santel.


————