Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Guenver.
33
Gouel ar Rouanez.

zont o zri caout ur maro eürus. Raporti a reer penaus e voe transportet da guenta o relegou da Gonstanlinopl, hac er fin da Coloign, e pclec’h o mirer c’hoas bremâ gant cals a respet.

Ar poent principal eus ar myster-mâ eo ar vocation eus ar Gentilet d’ar feiz, d’an aznaoudeguez eus a Jesus-Christ. Trugarecaït Doue da veza o calvet d’ar religion gristen, nac en em rentit dign eus ar faver-ze, o c’heulia an avis a. ro an Abostol sant Paul d’ar bobl a Efees : Me ho ped instamant, va breudeur, da veza en hevelep fæçoun ma reglot ho puez var ar santelez eus ho vocation.

REFLEXION.

Tri Roue o velet ur stereden dreist-ordinal, a aznavezas, dre un inspiration divin, ez oa ganet Salver ha Redemptor ar bed ; ha quer buan en em lequezont en hent evit e adori. Pebes feiz ! pebes oboissanç ! pebes couraich ! Un inspiration vad a so ur stereden pehini a sclera hor speret hac hor c’hundu da Zoue ; beza eo ar vouez a Zoue pehini a barlant ouzomp, pehini hon istru, pehini hon exhort, pehini hor gourdrous. Pe gueit amser so abaoue ma parlant Doue ouzoc’h, ma ho calv, ma ho clasq, ma ho ped da guitaat ar pec’het, ha da rei dezâ ho calon. Pet stereden o deus apparisset d’ho taoulagat ? Cousgoude o serra a rit d’an oll sclerigen-ze, diferi a rit ho conversion. Hac evelse eo e oboisser da Zoue ?

Petra ve bremâ an tri Roue-ze, mar o devise manquet da heul ar stereden ? Maro e vizent en o infidelite ; ha c’hui raa ne heuliet an inspiration pehini a sclera ho speref hac a douich ho calon, a so en danger bras da vervel en ho pec’het. Doue a zeu da devel goude beza parlantet ; en em retira a ra goude beza clasquet, abandouni a ra ar pec’her goude beza scoet var dor e galon ; disprijout a ra goude beza bet disprijet ; punissa a ra goude beza pell-amser anduret. Ah ! ene paour, abandounet e vezi abalamour n’hoc’h eus quet aznavezet an amser ma