Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/401

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
12 viz Even.
Sant Yan Facond.

un taul bas, e vrec’h a chomas reudt ha sonnet, quen na zeuas da c’houlen pardoun digantàn.

Ar servicher fidel-mâ da Zoue en ur celebri ar sacrifiç santel eus an oferen en devoe meur a veich ar gonsolation da velet visiblamant Jesus-Christ presant : ouspen-ze Doue a reas dezàn meur a veich aznaout ar santimanchou secreta eus a galonou an dud, hac e favorisa a eureu eus an donæson a brofecii.

Goude beza discleriet erfin an deiz ma tlie mervel, ha recevet e Sacramanchou gant un devotion dreist-ordinal, e rentas e ene da Zoue. E viraclou bras a zougas ar Pap Alexandr eizvet de c’hanonisa.

REFLEXION.

Sant Yan Facond o veza c’hoaz crouadur a lequee ar peoc’h etre ar vugale-all pa save un trous bennâc etrezo hac o rente mignounet. Goudeze e teuas da apæsi ur revolt cruel savet etre an habitantet eus ar guær a Salamanq. N’en em gountantomp quet da veza hon unan e peoc’h gant hon nessa, labouromp c’hoas da lacaat ar memes peoc’h etouez ar re-all, ispicial etouez hon ameseyen.

Eürus ar re a gar ar peoc’h : Eürus an dud pacifiq, eme hor Salver, rac galvet e vezint bugale Doue.



An trizecvet devez a viz Even.


SANT ANTON A BADOU,
EUS A URZ SANT FRANCES.
————

Ar Sant-mâ, guinidic a Lisboon, e Portugal, o velet digaç da Gonimbr corvou pemp Religius a urz Sant Frances, pere a oa bet merzeriet gant ar barbaret, en em santas inspiret da antren er memes urz.

Goude m’en devoa grêt e noviciat gant ur fervor vras, an desir en devoa da squilia ivez e goad evit