Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/402

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 viz Even.
395
Sant Anton a Badou.

gloar Jesus-Christ, a reas dezâ goulen ar bermission da vont da labourat evit conversion ar Sarazinet hac ar Morianet. Ambarqui a eureu evit mont en Afriq, mæs ur c’hlêvet bras pehini a zeuas dezan, en obligeas da zistrei en Europ, e pelec’h e reas ur mad infinit. Reï a eureu missionou e Limousin, e Berry, e Siciil, e Rom hac e Padou ; ha ne oufer quet lavaret peguement a frouez a reas en oll plaçou e pere e prezegas. Evit guir, e viraclou bras a ree cals a impression var ar c’halonou, hac a gontribue cals da ober quement a gonversionou.

Etre cals a viraclou en deus grêt en e vuez, ez-ê rapportet penaus evit trec’hi ha confonti obstination un Heretiq aheurtet, pehini ne felle quet dezàn adori Sacramant an Auter, a obtenas digant Doue ma teuas ur mùl, pehini a oa bet pell eb tam boed, da lesel ar foen a oue lequeet dirasi, evit dont d’en em brosterni dirac ar Sacramant. Un dra quer burzudus a gonvertissas an heretiq-ze hac un nombr bras a re-all.

Ur veich-all o veza pignet er gador evit prezeg en ur guær pehini a oa ehars ar mor, hac a voa leun ha heretiquet hac a dud libertin, nicun na brigeas chom d’e glevet. An den santel leun a feiz ac a fizianç e Doue, a yeas var bord ar mor, hac en ur adressi e goms d’ar pesquet, e lavaras : Pa reüs an dud chezlaou comsou Doue, deut pesquedigou, crouet gant Doue, deut da mezequaat dre ho soumission an indocilite eus an dud impi-ze : er memes instant e oue guelet ar mor goloet a besquet. An dud a ziredas da velet un dra quen estrang ; neuse e reas ar sant un instruction cre ha nerzus var an oll-gallout a Zoue, ha dre ur miracl quer patant e convertissas ar guær-ze oll.

Diæz e compren penaus en deus gallet sant Anton a Badou, pehini a varvas d’an oad a c’huec’h vloaz ha tregont, d’en em roï da guement a labourou evel m’en deus antreprenet en e vuez : quemense a oa un effet eus e garantez vras hac ardant evit Jesus-Christ, pehini a roas ive dezâ meur a verq eus ur garantez