victor, ha digantàn hepquen e tleit e goulen. Astâs a voe quer soueset gant an discours-se, na vouie petra lavaret ; mæs ministret an idolou a reas quement varnezàn, ma ordrenas scourgea ar Sant. An urz a voe executet gant quement a grueldet, ma varvas e creiz an tourmant-ze. An Tirant a roas goudese urz da zibenna Sant Protes, dre m’er guele quer couraichus ha quer ferm er Feiz evel e vreur.
O C’horfou a chomas pell-amzer cuzet, heb ma vouie den pelec’h ez-oant bet enterret ; mæs Doue o fallout dezàn ober enori e zaou servicher fidel, a bermetas ma apparissezont da Sant Ambroas, Escop, ha ma resont dezan anaout ar plaç e pehini e cafse o Relegou. An Escop santel a reas toulla an douar, ac o veza cavet ar Relegou, e reas o zransporti gant ur solennite vras d’an Ilis en devoa grêt sevel nevez a oa, hac hanvet hirio Ilis Sant Ambroas. An Dranslation-ze a oue grêt er bloaz 386. Durant ar Procession, hervez m’er rapport Sant Ambroas en e liser d’e c’hoar Santes Marcellina, un den dall hanvet Sever, ha pehini a oa anavezet gant an oll e Milan, a recevas ar guelet.
Un Tad hac ur vam vertuzus o deus peurvuya bugale vad ha devot. An tieguezou a ve souden composet a sænt hac a santeset, ma ve bepret ar pennou anezo exemplou a Santelez. Tad ha mam Gerves ha Protes a so daou Sant ha daou Verzer : o daou vab a so sant ha daou verzer-all. Dibaut gueich e vanq ar vugale da heulia an exempl a velont dirazo ha da regli o buez diouz ar scol a vez graet dezo. Na vezomp quet souezet mar guelomp hirio bugale quen indevot ha quen divergont ; na vezomp quet estonet mar deus quement a vugale pere a so ur sujet a chagrin hac a zispligeadur d’ho c’herent. Pe seurt exempl o deus-ii guelet hac a velont-ii bemdez dirag o daoulagat ? Un tad neubeut devot pe marteze direglet, hac ur vam pehini ne de quet guelloc’h cristenes, hac int-ii a so exemplou ha squêriou caër ? Pegue-