Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/417

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
450
20 viz Even.
Santes Ediltrud.


An daou Bried chast-mâ a vevas assambles taust da zaouzec vlaoz ebars un union barfet a speret hac a galon. Ar Roue a admire muy-oc’h-muy bemdez vertuziou ar Rouanes, ac a æssee memes he imita, ispicial en he liberalite e quêver ar beaurien. An autor pehini en deus scrivet an Histor eus a vuez ar Rouanes-mâ, a assur penaus e cundue en he Falæs ur vuez quer parfet evel al Leanes fervanta en he c’houent. En effet yun a ree casi bemdez, ac e tremene un amser vras en Oræsoun.

Ar Brinces santel pehini n’e devoa biscoas caret ar bed, a reas quement var speret ar Roue ma obtenas digantâ conge d’en em retira en ur gouent ha d’en em renta Leanes. Souden goude ma voe antreet er Gouent, he fervor, he oboissanç ac he humilite admirabl a reas e c’honsideri evel an ornamant caëra eus ar stad Religius. Cals eus al Leaneset o veza deut da glènvel gant un drouc estranch ar Santes-mâ o servichas ac o assistas gant ur gouraich ha gant ur garantez estranch. Clènvel a reas erfin he-unan, ha soufr a eure ur boan diremed gant ur resination barfet da volonte Doue, patiant ha joaüs ec’his un Æl. Goude beza recevet he Sacramanchou gant un transport sansibl eus ar garantez divin, e rentas e peoc’h he ene d’he c’hrouer, var-dro ar bloaz 679, d’an oad a eiz vloaz ha tregont.

He humilite a reas dezi ordren ma vize enterret he c’horf er vered ma vize lequeet al Leaneset-all, heb disinction ebet. Dec vloaz goude he maro e voe cavet he c’horf quen antier ha quen fresq evel pa vize bet leun a vuez.

REFLEXION.

Tra admirabl, ur Rouanez, Guerc’hes var an trôn ac er stad a briedelez ! Petra a ouffe rei deom-ni songesonou ha santimanchou caëroc’h eus ar virginite ?

Neubeut e estimer, neubeut e carer ar vertu angeliq-mâ, dre’n abec ma anavezer neubeut ar pris ac ar mirit anezi. Beza ez-eo ar vertuz eus an Eneou bras hac eus ar saent Bras. Doue en deus roët a amser-da-amser ar seurt exem-