Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/420

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 viz Even.
453
Sant Lois Gonzag.

beut amser, dre an innoçanç eus e vuez ha dre e burete vras. Biscoas n’en deus santet mouvamant direglet eus ar c’hiq, abalamour ma commanças abred da gastya e gorf dre ar yun ha dre vortificationou continuel. E gorf n’en tourmantet quet ha ne ree bresel ebet dezàn ha cousgoude ne heane oc’h e vortifia. Hoc’h hini ne hean d’ho zourmanti ha cousgoude ne fell quet deoc’h clevet parlant a binigen. Comprenit mad penaus ne ren quet ar chastete e crejz ar plijadurezou ; songit penaus hep ar mortification ne allot quet conservi hoc’h ene pur dirac daoulagat an Autrou-Doue ; songit erfin penaus ne vezo nemet ar re o deus ur galon pur a guement a velo Doue.

Guelit eta pe seurt resolution hoc’h eus da guemeret var guemense.



An eil-varn-uguent devez a viz Even.


SANT PAULIN, ESCOP.
————

Sant Paulin, guinidic a Hebromage, pedir leo dious Bourdel, a veritas dre an excellanç eus e speret ha dre e loquanç vras caout ar Garg enorabl a gonsul er guær ha Rôm. Mæs o veza deut da anaout peguen tromplus eo grandeuriou ar bed, e reas an diles eus e garg evit en em retira er solitud, e pelec’h ne songeas muy nemet d’en em sanctifia dre ar beden, dre ar yun ha dre al lectur eus ar scritur sacr. Guerza a eureu ivez e vadou bras, fond hac all, hac a roas an arc’hant d’ar beaurien. An oll a admiras ur garantez quer generus, hac ar brud eus e santelez a yeas quer pell, ma oue estimet gant ar brassa hac ar santela esqueb eus an ilis sant Martin, sant Ambroas ha sant Augustin.

Goude maro an Escop eus ha Nool e voe choaset en despet d’e humilite evit e successor. An habitantet