Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/422

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 viz Even.
455
Sant Paulin.


REFLEXION.

Penaus e rofac’h-u o puez nac o liberte evit o nessa, mar reusit e sicour eus ar pez a illit aez ha facil ober evintâ, mar reusit memes rei dezàn ar pez a illit da zivoueret ? O va Doue, mar anavezer ho cuir servicherien dious o c’harantez en andret an nessa, peguer bian ê an nombr anezo !

Imitomp carantez vras ha generus Sant Paulin, en ur garêt da neubeuta hon nessa eveldomp hon unan, en ur ober evintâ ar pez a garremp a ve græt evidomp, ma vemp en e blaç.



An trede varn-uguent devez a viz Even.


SANTES MARY OIGNIES.
————

Ar Santes-ma leshanvet Oignies abalamour m’e deus aichuet eno he buez, ha ma e deus ar guær-ze an avantaich da bossedi he relegou, a voe ganet e Brabant. Guelet a rezeur enni en e yaouanctis signou caër eus ar santelez vras da behini e tlie arruout un deiz. Ur furnez e devoa dreist e oad, un devotion tener hac ur vodesti rar. Ar guiscamanchou caër pere a blich quement d’ar vugale yaouanc, a zisplige dezi, he flijadur oa beza en e fart he unan ; hac un adres admirabl e devoa evit en em denna dious ar c’hompaignunezou, evit gallout en em antreteni gant Doue ebquen dre an Oræson.

C’hoant bras e devoa da veza leanes, mæs he c’herent, pere o devoa ur santimant-all a reas quement ma rezont dizi dimizi en amzer ma oa c’hoas yaouanc. O veza eet d’he zy a gostez gant he fried, pell dious diminui netra eus e exerciçou devot, e teuas d’o c’hrisqui ha da bratica cals a vortificationou. He fried ravisset o velet he douçder hac e speret bepret ingal, a leze ganti pep liberte evit e exerciçou a zevotion.