Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/430

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 viz Even.
463
Santes Febronii.

dezàn a gaver er pratiq eus ar vertuz, an exempl-vad a zeu da lemel an ampechamant-ze, dre ma ra deomp guelet ne d’ê quet quen diæz ober ar pez a ra quement a re-all hep poan, ha memes gant joa.

Quemer eta couraich, va c’halon : ar Sænt n’o deus grêt netra a guement na alles dont a-benn gant graç Doue, pehini ne vanq morse did.



Ar c’huechvet-var-nuguent a viz Even.


SANT YAN HA SANT PAUL, MERZERIEN
————

An daou Sant-mâ guinidic eus an Italy, a oa daou vreur, pere en em gare meurbet, hac o deus en em garet betec ar maro en hevelep-fæçoun ma seblante n’o devoa o daou nemet ur volontez hac ur memes calon.

O furnez hac o vertuz a reas ma ouent gouden aznevezet hac admiret e Palæs an Ampalaer Constantin. Ar Prinç-ze o veza var ar poent da gaout bresel a-enep ar Scytet, o chassas o daou da accompaigni ar C’hommandant general eus e arme, hanvet Gallican, pehini a oa payen. Coumbati a rezont gant couraich ; cousgoude pa velas ar General e oa lazet un nombr bras eus e soudardet, e reas e sonch da dec’het ha d’en em savetei ; mæs an daou Officer santel Paul ha Yan èn assuras e c’hounezze ar victor, ma prometfe en em renta cristen. E brometi a eureu : avanç a resont neuse var an ennemiet, hac o zrec’hi a resont quer buan. Ar General-mâ, o veza distro eus an arme, a c’houlennas digant an Ampaler conge d’en em retira, evit en em rei oll da Zoue, hac ez eas gant Sant Hilarin da Ostrii, e pelec’h e reas sevel un hospital caër, eus behini a quemeras e-unan ar sourci, o servicha an dud clan gant ur garantez admirabl ha ravissant.