Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/433

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
466
27 viz Even.
Sant Irenee.

tion a oa etouez an oll gristenien ; mæs en em gonsoli a resont pa velzont Irenee oc’h arruout. Souden goude e zistro e voe lequeet da escop. Ar garg-ze a reas dezâ redoubli e labourou aposloliq, ha ne espernas netra evit creaat e bobl er feiz epad an oll amser eus ar bersecution, heb caout aoun da exposi e vuez d’an dangerou a gave a bep-tu.

An Ampalaer payen, o veza deut da vervel, e voe leset ar gristenien da veva e peoc’h. An escop santel a brofitas eus an amser favorabl-ze evit labourat da gonversion an heretiquet, evit pere en devoa cals a garantez, petra bennâc m’en devoa un horroll vras ous o doctrin fauç, hervez ma velomp c’hoas dre e scridou : An Ilis o mam a vouel dezo, emezàn en e levr a-enep an heresiou. Pidi a reomp Doue ma sortiint eus an abym e pehini ez int en em brecipitet, ma quitaïnt an devaligen e pehini en em gollont, ha ma en em gonvertissint da Jesus-Christ : ar beden-ze eo a reomp evit-o a greiz hor c’halon : rac o c’haret a reomp en ur fæçoun profitaploc’h d’o silvidiguez, eguet ma sonch dezo en em garet o-unan, hac ar garantez pehini hon eus evit-o, a vezo quen avantaichus dezo evel ma ze sincer ha guirion, mar queront receo an effejou anezi ; mæs pe seurt santimant bennâc a ouffent caout ac’hanomp, ne squizimp morse oc’h o sicour eus hon oll gallout.

Ar pastor carantezus-mâ, en ur labonrat gant ur zêl quen ardant evit conversion an heretiquet, a laboure gant quement-all a sourci evit conservi ha crisqui ar fervor etouez an dud fidel ; mæs persecution an Ampalaer Sevêr a lacaas fin da ur vuez quer santel ha quen avantaichus d’an ilis. An Ampalaer-ze, adversour bras d’ar religion gristen, o veza deut da Lyon gant e arme, a roas urz da vassacri an oll gristenien. Ebars ar voceres horrubl-ze a aichuas e vues an Escop santel, var-dro ar bloaz 202. E bobl casi-oll a heulias e driomphl en eê, pa gonter penaus e voe merzeriet er guær a Lyon bete naontec mil cristenien en ur memes devez.