Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/439

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
472
29 viz Even,
Sant Per.

Ar c'honversion bras a ree sant Per e Rom, a elumas an tân eus an horrupla persecution dindan ren an Ampalaer Neron. Ar Pastor santel eus an ilis a voe arretet ha prisoniet ; ha, goude beza uset e vuez oc’h ober asnaout ha caret Jesus-Christ, goude beza quement contribuet dre e labourou bras meurbet da etablissa an ilis dre ar bed-oll ha gouarnet an ilis universel e Rom epad pevar bloaz var-nuguent, pemp miz hac unec devez, e voe condaounet da vervel var ur groas.

Staguet e voe ouz ar groas, e benn d’an traoun, hervez m’en devoa goulennet dre humilite, abalamour, emezàn, ne vilite quet beza tretet evel ma oa bet e væstr divin.

REFLEXION

Consideromp perac en deus choaset Jesus-Christ evit prinç eus e Ebestel hac evit ar fond eus e Ilis, un den humbl ha dister dirac daoulagat an dud, evel ma voa sant Per, quer brudet dre ar c’hrim en doa coumetet en ur renonci e væstr divin. Beza ez eo evit disqui d’an oll dud fidel dre ar gundu admirabl-ze, da guenta penaus evit beza e guirionez cristen, ê ret beza bian, beza humbl, hep en em huelaat nac en em c’hlorifia, abalamour d’an avantaichou a eller da gaout dreist ar re-all ebars ar bed ; d’an eil, evit disqui deomp penaus ne deus quer bras pec’her ebet a guement na ell en em gonvertissa ha dont da veza Sant en ilis, pa zeo deut ur pec’her bras da veza an den santela hac ar prinç eus an ilis.

Evelhen eo hon assur gant Paul penaus e oa bet Doue trugarezus ha misericordius en e andret, petra bennâc ma oa ar brassa pec’her eus ar bed, evit, emezàn, ma servicheze e gonversion da vellezour fidel, e pehini e teuse ar bec’herien da velet ha da aznaout ar batiantet vras hac ar vadelez infinit a Zoue, ha ma teuzent da zisqui esperout gant fizianç ar pardoun eus o fec’hejou.

Trugarecaomp Doue da veza roet deomp ur sujet quer bras a fizianç, ha da veza disquet, hon assurer