Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Guenver.
37
Sant Yan Calybit.

me eo ar mab-se da behini e vouelit nao bloaz-so. O clevet ar c’homsou-mâ, e teuzout d’en aznaout dre mercou ous pere n’o devoa quet quemeret evez quent. Neuse, gant ar joa o devoa da veza cavet o mab, ha gant ar glac’har d’en aznaout nemet er mare ma yee da dremen, e teuzont d’e vriata gant ar brassa teneridiguez. Penaus, va mab quer, eme e vam en ur grial, a ret eo goude ho peza bet dindan va daoulagat epad tri bloaz, n’hoc’h aznaveen nemet er moumet ma yeet da vervel ? E dad n’en em explique nemet dre e zaelou ; an oll servicherien, diredet d’an trous, a vesque o daelou gant re o mestr. Ar Sant o veza tremenet, etre divrec’h e dad hac e vam, en em daulzont-oll d’e dreit evit bouchat dezo.

Ur foul bras a dud a ziredas evit guelet ar Sant ; soueset e voant-oll, ha leun a admiration. Mervel a eureu var dro ar bloaz 447, d’an oad a ur bloaz varn-uguent. Enterret e voe er plaç m’en devoa goulennet ; hac e dad a reas souden goude sevel un Ilis caër er memes plaç.

REFLEXION.

Admiromp couraich ar Sant-mâ, e vertuz, e vortification, e humilite, hac ispicial an nerz eus a c’hraç an Autrou Doue.



An eizvet devez a viz Guenver.


SANT MAUR ABAD.


————


Sant Maur a ïoa mab da ur Senator Romen. Pa voe deut d’an oad a zaouzec vloaz, e dad a bedas Sant Beneat da ober e instrui en e gouent ; an Den Santel-ze quentre ma velas ar c’hrouadur yaouanc a zeuas da aznaout an dessein bras en devoa Doue var-nezâ, hac a guemeras e-unan ar sourci d’e instrui.

Æz eo compren peguement ec profitas e scôl ur