Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/440

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
19 viz Even,
473
Sant Per.

dre an exempl eus an daou abostol bras-mâ, penaus a ellomp ivez en em rent Sænt, hac erruout er memes eürusdet, ma bezomp fidel d’ar c’hraç, evel ma int-y bet.


An tregont-vet a viz Even.
SANT PAUL, ABOSTOL.
————


An Abostol bras-mâ, docteur ar gentilet, hac an oracl eus an Ilis universel, a oa guinidic eus ar guær a Dars. Dre e fidelite d’ar c’hraç ha d’ar vouez a Zoue, a vilitas ma reas an Autrou-Doue anezàn un instrumant caër eus e c’hloar ; hac, evit e renta din eus ur minister quer bras ha quen huel, e roas dezàn un aznaoudeguez sclær eus ar vrassa mysteriou hon religion, e favorisa a reas eus a revelationou bras hac e sevel dre ur ravissamant bete’n Eê, e pelec’h e tescas dezâ secrejou pere ne deo quet bet permetet na possubl memes dezân disclæria d’an dud.

Glorius eo evit sant Paul beza recevet quement a c'hraçou, mæs gloriussoc’h eo evintâ beza cooperet, beza bet fidel d’ar c’hraçou-ze. Goude m’en devoe ur veich en em roet da Zoue, e conservas bete fin e vuez ur garantez quen tener ha quen ardant evit Jesus-Christ ma lavare gant ardor : Desirout a ràn beza dilivriet eus ar c’horf mortel-mâ evit beza gant Jesus-Christ ; hac, en ur scriva d’ar bobl a Rom : "piou", emezàn, am separo diouz garantez Jesus-Christ ? An dribulation pe an affliction ? An naoun pe ar baourentez ? An dangerou, pe ar bersecution, pe ar c’hleze ? Assuret oùn, emezàn, penaus nac ar maro, nac ar vuez, nac ar puissancou, na traou crouet ebet, nac an traou da zont n’am separint biquen diouz carantez Doue, pehini a so fountet e Jesus-Christ hor Salver.

Ar garanlez pehini en devoa evit an nessa ne d’ê

28