Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
8 Guenver.
Sant Maur.

mær quer Santel. Dont a reas, e neubeut amser, quer parfait ma er propose Sant Beneat d’an oll Religuiset evit squêr hac exempl : hac evit guir, biscoas ne voe guelet ur Religius yaouanc humploc’h, oboissantoc’h, na fervantoc’h.

An Disquibl fidel-mâ da Sant Beneat, a seblante partagi gant e Væstr ar faveriou eus an Eê. Ur Religius yaouanc, hanvet Placiid, en ur denna dour eus ul laguen vras ha doun, a gouezas ebars : Sant Beneat, o veza aznaveet dre ur revelation, an danger e pehini e medo Placiid, a ordrenas da Sant Maur mont d’e sicour : Sant Maur a redas, hac, eb songeal en danger da behini en em expose e-unan, e tisquennas el laguen ; querzet a reas var an dour, evel Sant Per var ra mor, eb songeal da netra nemet da oboissa prouont, hac e tennas Placiid var ar seac’h. E humilite a reas dezâ cridi ne voa arruet ar miracl-se nemet dre vilit Sant Beneat.

Ur veich-all, tud pere o devoa ur c’hrouadur afliget, o veza e digacet d’ar Gouent, en intention d’e bresanti da Sant Beneat pehini n’en em gavas quet er mare-ze er guaer, e voe presentet ar c’hrouadur da Sant Maur : ar Religius humbl-mâ a lavaras a-grenn ne aparchante nemet ous ar Sænt ober miraclou, ha non pas ous ur pec’her evel dàn. Ar Religiuset pere a ïoa presant, touichet gant truez ous an dud paour-ze, ha leun a fizianç e vertuz Sant Maur, a represantas dezâ ne alle quet da viana reus dezo e bedennou. Neuse en em laqueas var e zaoulin, hac o veza lequeet penn ar Stol var penn ir C’hrouadur, en emgavas libr neuse-touchant. Ar Sant a atribuas ivez ar miracl-mâ da vilit Sant Beneat, e milidou pehini an dud paour-ze o devoa disquezet caout auement a fizianç.

Sant Maur, o veza deut e Franç dre urz Sant Beneat, a reas sevel ur Gouent hanvet Glinseïl, e pehini e recevas seiz-uguent Religius, pere, dindan e zirection, a veve-oll gant ur fervor hac ur santeles ; vras ha beza en devoe ar gonsolation da velet an darn-vuya anezo o caout ur maro precius dirac Doue.

An Abad Santel-mâ, o c’haznaout erfin e voa deut