Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Guenver.
39
Sant Maur.

ive e heur divezâ, a c’houlennas beza douguet d’an Ilis, e pelec’h e recevas e Sacramànchou ; neubeut amser goudeze, astennet var an douar, e rentas e Ene d’e Salver, er bloaz 584, oaget a zaouzec vloaz ha tri-uguent ha pevarsec devez.

REFLEXION.

Sant Maur a guerzas var an dour evel var ur pave, evit sicour Placiid pehini a voa en danger da veuzi : Sant Maur ne songe quet memes en danger da behini en em expose e-unan, ne songe nemet da oboissa prount, ha da ober ar pez en devoa ordrennet dezâ e Superior Sant Beneat. O peguer bras vertuz eo an oboissanç, pa zeu an Autrou Doue d’e autorisa dre ur Miracl quer bras !

Eil reflexion. Peguen avantaichus ê oboissa d’e Superioret ! Peguen necesser ê ar vertuz-mâ d’a ur penitant, en andret e Zirector, hac ispicial d’ar re scrupulus pere ne ouffent morse caout peoc’h na repos en o c’houstianç nemet dre unn oboissanç parfet da avis o Director. Stad ar re scrupulus a so trist ha dign a druez ; mæs ive evel ar stad-se a zeufe da veza dangerus evit o silvidiguez, ma ne labourent da soumeti ha da sugea o santimant propr da hini o Director, e tleont labourat evit quemense gant couraich, ha caout muy a fizianc e Doue.



An navet devez a viz Guenver.


SANT JULIAN, MERZER,
HA SANTES BASILIS GUERC’HES


————


Sant Julian eus ar Guær a Antioch en Egypt, o veza c’hoas crouadur en devoa un douçder quer bras hac un oboissanç quer parfait, ma voa caret ha cherisset